Levr Yehezkel 36:22
Râk-sé é liviri da dî Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Né kéd évid-hoc’h, tî Israel, é rinn kémen̄t-sé, hôgen évit va hanô san̄tel hoc’h eûz saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é oac’h éat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 9:5Mar sélaouez koulskoudé mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma virez kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’id, hag a gémennann d’id hiriô, é vennigô ac’hanod, ével ma en deûz hé lavaret.
Psalms 106:8Hag hén̄ a zieûbaz anézhô enn abek d’hé hanô, évit ma rôjé da anaout hé c’halloud.
Isaiah 43:25Ha pép-hini a lavarô: Eûz ann Aotrou é teû va reizded ha va ners; ar ré holl péré a énébé out-han̄ a zeûi étrézeg enn-han̄, hag a vézô mézékéet.
Ezekiel 16:61Neûzé é teûzi da goun d’id eûz da hen̄chou, hag é vézi mézékéet, pa zigéméri gan-éz da c’hoarézed gôsa, gan̄d ar ré iaouan̄ka; ha mé hô rôi da verc’hed d’id, ha nann dré da gévrédigez da-unan,
Ezekiel 36:32Né kéd évid-hoc’h her grinn, émé ann Aotrou Doué, bézet anat évid-hoc’h; bézit mézékéet ha rusiit eûz hoc’h hen̄chou, tî Israel.
Daniel 9:18Dinaou da skouarn, ô va Doué, ha sélaou: digor da zaoulagad, ha sell oud hor man̄tr, hag oud ar géar é péhini eo bét galvet da hanô; râk né két hervez hor reizded en em strin̄komp d’ann douar dirâk da zremm évid da bédi, hôgen hervez ann niver brâz eûz da drugarézou.