Levr Yehezkel 4:14
Ha mé a lavaraz: A, a, a, Aotrou Doué, chétu va éné né két bét saotret; adalek va bugaléach bété vréma n’em eûz két débret a loen marô anézhan̄ hé-unan, na diroget gan̄d loéned all; na kîk dic’hlan é-béd n’eo éat em génou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Hag hén̄ a lavaraz d’in: Chétu é rôann d’id beûzel é léac’h mon dén, hag é ri da vara gan̄t-han̄.
Cross References
Leviticus 11:39Mar teû da vervel unan eûz al loéned a hellit da zibri, néb a stokô hé c’hân̄, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 17:15Kémen̄d dén en dévézô debret eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, pé a vézô bét paket gan̄d eul loen all, daoust pé eûz ar vrô pé divrôad eo ann dén, é walc’hô hé ziḻad, hag en em walc’hô hé-unan enn dour; hag hén̄ a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; hag enn doaré-zé é teûi da véza glân.
Deuteronomy 14:3Sélaou, Israel: hiriô é tléit en em ganna oud hoc’h énébourien; na vézet két saouzanet hô kaloun, n’hô pézet kéd a aoun, na argilit két, na spoun̄tit két ra-z-hô;
Ezekiel 9:8Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout: Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.