Levr Yehezkel 4
1Ha té, mâb dén, kémer gan-éz eur vriken; laka-hi dira-z-od, ha roudenn war-n-ézhi kéar Jéruzalem.
2Hag é toaréi eur sich enn hé énep, hag é savi kréou, hag a rî savennou douar, hag eur c’hamp, ha binviou brézel trô-war-drô.
3Kémer ivé gan-éz eur billig houarn, ha laka-hi ével eur vur houarn étré té hag ar géar: ha té a zellô out-hi gand eunn dremm stard, hag hi a vézô grounnet, ha té hé grounnô: eunn rouéz eo évit tî Israel.
4Ha té a gouskô war da gostez kleiz, hag é likii war-n-ézhan̄ fallagriézou tî Israel, évid ann holl zeisiou a-zoug péré é kouski war-n-ézhan̄, hag é kéméri war-n-od hô fallagriezou.
5Rôet em eûz éta d’id bloasiou hô fallagriézou, a-zoug dék deiz ha naon̄tek-ugen̄t: hag é tougi fallagriézou tî Israel.
6Ha p’az pézô sévénet kémen̄t-man̄, é kouski eunn eil wéach war da gostez déou; hag é kéméri war-n-od fallagriézou tî Juda a-zoug daou-ugen̄t deiz: eunn deiz eo a rôann d’id, eunn deiz, émé-vé, évit pep bloaz.
7Ha té a drôi da zaoulagad out sich Jéruzalem; ha da vréac’h a vézô astennet: ha té a ziouganô out-hi.
8Chétu em eûz lékéat chadennou enn-drô d’id; ha na drôi két eûz ann eil gostez war égilé, kén na vézô sévénet deisiou da zich.
9Kémer ivé évid-od gwiniz, hag heiz, ha fâ, ha fer, ha mell, ha pîz-lôgôd: ha laka-hi enn eul léstr, ha grâ gan̄t-hô baraou évid-od, évid ann holl zeisiou a zoug péré é kouski war da gostez. Dibri a ri anézhô a-héd dék deiz ha naon̄ték-ugen̄t.
10Ar péz a zébri bemdez a boézô ugen̄t sikl; a amzer é amzer é tebri anézhan̄.
11Diouc’h gôr éc’h évi ivé dour, ar c’houec’hved lôden eûz a eunn hin; a amzer é amzer éc’h évi anézhan̄.
12Ar péz a zébri a vézô ével bara heiz poazet dindân al ludu; hé c’hô1ei a ri gan̄d ar mon a zeû eûz ann dén dira-z-hô.
13Hag ann Aotrou a lavaraz: Ével-sé é tébrô bugalé Israel hô bara saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é kasinn anézhô.
14Ha mé a lavaraz: A, a, a, Aotrou Doué, chétu va éné né két bét saotret; adalek va bugaléach bété vréma n’em eûz két débret a loen marô anézhan̄ hé-unan, na diroget gan̄d loéned all; na kîk dic’hlan é-béd n’eo éat em génou.
15Hag hén̄ a lavaraz d’in: Chétu é rôann d’id beûzel é léac’h mon dén, hag é ri da vara gan̄t-han̄.
16Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, chétu mé a dorrô bâz ar bara é Jéruzalem, hag hî a zébrô bara diouc’h ar poéz, hag enn nec’h; hag hî a évô dour diouc’h ar gôr, hag enn en̄krez.
17Évit pa ziouérin̄t bara ha dour, ma kouézô ann eil é divrec’h égilé, ha ma tizec’hin̄t enn hô fallagriézou. ———— V. PENNAD Arwésiou névez eûz a reûsiou Jéruzalem.