Levr Yehezkel 40:46
Ar gampr a zô trôet war-zû ann han̄ter-nôz, a vézô évid ar véléien a veḻ évit servich ann aoter. Ar ré-zé eo mipien Sadok, péré eûz a vipien Lévi a dôsta oud ann Aotrou évid hé zervicha.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 6:6Hôgen évid hé béc’hed é kennigô eunn tourz dinam eûz hé dropel, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek, hervez ar prizadur hag ar ven̄t eûz ann drouk.
Leviticus 10:3Ha Moizez a lavaraz da Aaron: Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou: San̄télet é vézinn er ré a dôsta ouz-in, ha meûlet é vézinn dirâg ann holl bobl. Aaron ô klevout kémen̄t-sé a davaz.
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Ezekiel 43:19Ha té hô rôi d’ar véléien ha d’al Lévited, péré a zô eûz a wenn Sadok, péré a dôsta ouz-in, émé ann Aotrou Doué, évit ma kennigin̄t d’in eul leûé eûz ann tropel évid ar péc’hed.
Ezekiel 45:4Al lôden san̄télet eûz ann douar a vézô évid ar véléien péré a râ servich ar san̄tuar, ha péré a dôsta évit servicha ann Aotrou; hag al léac’h-sé a vézô da diez d’ézhô, ha d’ar san̄tuar san̄tel.