Levr Yehezkel 43:3
Hag ar wélédigez-sé a oa hen̄vel oud ann hini am bôé, pa zeûaz évit kolla ar géar: enn hévélep doaré en em ziskouézaz, ével ma em bôa hé wélet é-tal ster C’hobar: ha mé a gouézaz war va dremm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Ha meûrdez ann Aotrou a iéaz enn templ dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.
Cross References
Ezekiel 1:3É teûaz gér ann Aotrou da Ezékiel ar bélek, mâb Euzi, é brô ar C’haldéed, é-tâl ster C’hobar: hag énô dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-ézhan̄.
Ezekiel 8:4Ha chétu édô éno gloar Doué Israel, hervez ar wélédigez em bôa bét war ar méaz.
Ezekiel 9:3Ha gloar Doué Israel a zavaz diwar ar c’hérubin war béhini édô, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî; hag hî a c’halvaz ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva.
Ezekiel 9:10Râk-sé va lagad na espernô két, ha n’em bézô két a druez; hô hen̄t a likiinn da gouéza war hô fennou.
Ezekiel 10:22Doaré hô dremmou a oa hén̄vel oud ann dremmou em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar; hag ivé hô sell, hag ann err gan̄t pehini é kerzen̄t râg-énep d’ézhô. ———— XI. PENNAD Diougan a-éneb ar ré a zisprizé gourdrouzou ar brofédéd.
Ezekiel 32:18Mâb dén, kân eur ganaouen kan̄vaouuz diwar-benn holl bobl ann Éjipt; ha distol hi hé-unan, hî ha merc’hed ar brôadou ar ré gréva, enn douar ann izéla, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.