Levr Yehezkel 47:1
Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da zistrei oud dôr ann tî; ha chétu dour a zeûé er-méaz eûz a zindân treûzou ann ôr war-zû ar sâv-héol: râk tal ann tî a zellé oud ar sâv-héol; hôgen ann douréier a ziskenné eûz ann tû déou eûz ann templ, étrézeg ar c’hrésteiz eûz ann aoter.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 46:5Enn hé greiz éma Doué, ha dré-zé na vézô két horellet; ha Doué a skoazellô anézhan̄ adaleg goulou-deiz.
Isaiah 2:3Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô: Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.
Isaiah 55:1Ann dén reiz a varv, ha dén na laka évez enn hé galoun. Ann dûd trugarézuz a zô tennet er-méaz, râk n’eûz dén a gémen̄t en défé poell; râg ann dén reiz a zô bet tennet er-méaz évit pellaad diouc’h ann drougiez.
Ezekiel 40:6Hag hen̄ a zeûaz oud ann ôr a zellé war-zû ar sâv héol, hag é piñaz dré hé daésiou; hag hén̄ a ven̄taz treûzou ann ôr eûz a eur gorsennad a léd, da lavaroud eo é oa unan eûz ann treûzou eûz a eur gorsennad a léd.
Ezekiel 41:23Diou zôr a ioa enn templ hag er san̄tuar.