Levr Yehezkel 5:17
Pa gasinn war-n-hoc’h ann naounégez, hag al loéned ar ré grisa évid hô lakaad da vervel; pa dréménô ar vosen hag ar goad dré-z-od, hag é kasinn ar c’hléze war-n-od; mé eo ann Aotrou em eûz komzet. ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem gan̄d ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:22Kâs a rinn enn hoc’h énep loéned ferô, péré a zagô ac’hanoc’h hag hô chatal, hag hô lakai holl da nébeût; hag hoc’h hen̄chou a zeûi ével distrôiou.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.
Ezekiel 6:12Ann hini a zô pell, a varvô gan̄d ar vosen: ann hini a zô tôst, a vézô skôet gan̄d ar c’hlézé; hag ann hini a vézô choumet, hag a vézô strôbet, a varvô gan̄d ann naonn; ha mé a walc’hô va frouden war-n-ézhô.
Ezekiel 14:19Pé mar kasann ar vosen war ar vrô-zé, ha mar skuḻann va frouden war-n-ézhi er goâd, ô tispenna enn-hi ann dûd hag al loéned:
Ezekiel 17:21Hé holl dec’herien gan̄d hé holl armé a gouézô dindân ar c’hlézé; hag ann dilerc’h anézhô a vézô skiñet e péb avel; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet.