Levr Yehezkel 6:12
Ann hini a zô pell, a varvô gan̄d ar vosen: ann hini a zô tôst, a vézô skôet gan̄d ar c’hlézé; hag ann hini a vézô choumet, hag a vézô strôbet, a varvô gan̄d ann naonn; ha mé a walc’hô va frouden war-n-ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 24:10Ha mé a lakai da éhana enn hô zouez mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, trouz ar vréô, ha goulou ar c’hleûzeûr.
Lamentations 4:11Ann Aotrou en deûz leûniet hé frouden, skuḻet en deûz hé vuanégez hag hé zroug; lékéat en deûz da gregi eunn tan é Sion, péhini a zô bét bévézet bétég ann diazez anézhi. LAMED.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.
Ezekiel 33:27Lavar ann dra-man̄ d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma ounn béô, ar ré a choum enn dizériou a gouézô dindân ar c’hlézé; ar ré a zô er parkeier, a vézô rôet da voéd d’al loéned; hag ar ré a zô er c’hréou hag er c’héviou, a varvô gan̄d ar vosen.