Levr Yehezkel 6:11
Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Skô war da zourn, ha skô gan̄d da droad, ha lavar: Gwâ ann holl fallagriézou, hag ann holl wallou eûz a dî Israel, râg hî a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 58:1Sâv, lûc’h, Jéruzalem; râk deûed eo da c’houlou, ha gloar ann Aotrou a zô savet war-n-od.
Jeremiah 9:10Hôgen ann Aotrou eo ar gwir Zoué; hén̄ eo ann Doué béô, hag ar Roué peûr-baduz; hé vuanégez a laka ann douar da gréna; hag ar brôadou na hellon̄t két gouzan̄vi hé c’hourdrouz.
Jeremiah 16:4Té a choumô da-unan, hép da zigwéz, em bôa rôet did; da lakaad a rinn da zervicha da énébourien enn eunn douar ha na anavézez két; râk lékéat hoc’h eûz da gregi eunn tân em frouden, hag a loskô da-vikenn.
Jeremiah 30:7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou; grît trouz, ha kanit, ha livirit: Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.
Ezekiel 5:12Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.
Ezekiel 14:21Koulskoudé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mar kasann kévret a-énep Jéruzalem va feder barn ar ré wasa, ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag al loéned ferô, hag ar vosen, évit laza enn-hi ann dûd hag al loéned: