Levr Yehezkel 7:19
Hô arc’han̄t a vézô taolet er-méaz, hag hô aour a vézô ével teil. Hô arc’han̄t nag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz frouden ann Aotrou: na walc’hin̄t két ho éné, ha na leûñin̄t két hô c’hôv; ô véza ma in̄t da wall-skouér gan̄d hô fallagriez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 78:30Ével-sé na oen̄t két touellet enn hô ioul. Édô c’hoaz ar boéd-zé enn hô génou,
Ecclesiastes 5:10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?
Ezekiel 14:3Mâb dén, ann dûd-zé hô deûz lékéat hô hudurez enn hô c’halonou, hag hô fallagriez a zô bépréd dirâg hô daoulagad: pétrâ éta a respoun̄tinn d’ar goulennou a rain̄t ouz-in?
Ezekiel 44:12O véza ma hô deûz hô zervichet dirâg hô idolou, ha ma in̄t deûet da wall-skouér da dî Israel, ha da abek d’hé fallagriez; râk-sé em eûz savet va dourn war-n-ézhô, émé ann Aotrou Doué, hag é tougin̄t hô fallagriez: