Levr Ezra 3:1
Pa oé deûet ar seizved mîz, abaoé ma ôa deûet mipien Israel enn hô c’heriou, ar holl en em strollaz ével eunn dén hép-kén é Jérusalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:29Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.
Leviticus 23:27Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé, a vézô ann deiz a zic’haouidigez brudet-brâz, hag é vézô galvet san̄tel: enn deiz-zé é c’hlac’harot hoc’h énéou, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
Deuteronomy 16:16Hag ann tâd a lavarô: Va merc’h em eûz rôet da c’hrég d’ann dén-zé: hôgen ô véza deûet d’hé c’hasaat,
Nehemiah 7:72Hag ar ré all eûz ar bobl a rôaz ugen̄t mil dramm aour, daou vil min arc’han̄t, ha seiz saé ha tri-ugen̄t évit ar véléien.
Nehemiah 8:1Hag ar seizved mîz a oa deûet; ha bugalé Israel a oa enn hô c’heriou. Hôgen ann holl bobl en em strollaz ével eunn dén hép-kén, war al leûr-ger a zô dirâk porz ann doureier; hag é leverchon̄t da Esdras ar skrivañer ma tigazché levr lézen Moizez, en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.
Zephaniah 3:9Râk neûzé é rôinn d’ar boblou muzellou dilennet, évit ma c’halvin̄t holl hanô ann Aotrou, ha ma servichin̄t anézhan̄ gan̄d eunn hévélep skoaz.