Levr Havakouk 1:3
Pérâg am lékéez-té da wélout fallagriez hag azrec’h, da gaout dira-z-oun ar skrâb, ann direiz: mar gréeur eur varn, ar gounid a zô évid ar galloudéka.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 55:9Diskar-hi, Aotrou, rann hô zéôdou; râg gwélet em eûz ar fallagriez hag ann énébiez é kéar.
Psalms 73:3O véza ma em eûz bét érez oud ar ré fallagr, pa em eûz gwélet péoc’h ar béc’herien.
Ecclesiastes 4:1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
Isaiah 5:7Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez; hag ann éeunder, ha chétu garm.
Jeremiah 9:2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na zeskit két hen̄chou ar brôadou; ha n’hô pézet két a aoun râg arouésiou ann én̄v, ével ma hô deûz aoun ar brôadou;
Ezekiel 2:6Hôgen té, mâb dén, n’az péz két a aoun ra-z-hô, ha na spoun̄t két râg hô lavariou: râg ar ré gan̄t pére émoud, a zô tûd diskrédik, ha dispac’herien; gan̄t kruged é choumez: N’az péz két a aoun râg hô gériou, ha na spoun̄t két râg hô zremmou râg eunn ti héguz eo.