Lizher d'an Hebreed 11:23
Hag oud Iliz ar ré gen̄ta-ganet, hanvou péré a zô skrivet enn én̄vou, hag oud Doué a zô barner ann holl,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'an Hebreed 11
Cross References
Psalms 56:4É Doué é veûlinn hé c’hér, é Doué em eûz lékéat va géd; n’am bézô két a aoun râg ar péz a rai ar c’hîk d’in.
Isaiah 8:12Na livirit két: Dispac’h; râk kémen̄d a lavar ar bobl-zé eo dispac’h; n’hô pézet kéd a aoun râg ar pez a ra aoun d’ézhô, ha na spoun̄tit két.
Isaiah 41:14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.
Isaiah 51:12Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.
Daniel 6:10Pa glévaz Daniel pénaoz é oa bét douget al lézen-zé, éz éaz enn hé dî; hag ô tigéri prénestrou hé gampr war-zû Jéruzalem, é plégé hé zaoulin teir gwéach bemdez, hag éc’h azeûlé, hag e veûlé hé Zoué ével ma réa ken̄t.