Lizher d'an Hebreed 11
1Pa’z omb éta ével bec’hiet gan̄d eur goabren a destou, distaolomp pép pouez, hag ar péc’hed a strôb ac’hanomp, ha rédomp dré ann habaskded d’ar stourm a zô ton̄ket d’é-omp:
2O selloud oud Jézuz penn-abek ha peûr-ôbérour ar feiz, péhini é léac’h al lévénez a hellé da gaout, en deûz gouvan̄vet ar groaz, ô tisprizoud ar vézégez, hag a zô azézet bréma enn tu déou da Zoué.
3Hô pézet koun éta eûz ann hini péhini en deûz gouzan̄vet eunn hévélep dael eûz ar béc’herien enn hé énep, évit na skuizot két, ha na vézô két saouzanet hoc’h énéou.
4Râk n’hoc’h eûz két énébet c’hoaz bétég ar goâd, ô stourmi oud ar péc’hed.
5Hag an̄kounac’héet hoc’h eûs-hu ann ali-man̄ a zô bét rôed d’é-hoc’h ével da vugalé: Va mâb, na zilez két kélen ann Aotrou; ha na véz két digalounékéet pa grôz ac’hanod:
6Râg ann Aotrou a gastiz néb a gâr, hag a skourjez ar mâb a zigémer.
7En em gen̄dalc’hit éta dindân ar gélen: Doué en em rô d’é-hoc’h ével d’hé vugalé; râk piou eo ar mâb péhini n’eo két kastizet gan̄d hé dâd?
8Hôgen ma n’oc’h kastizet ével ar ré all holl, bestered oc’h éta, ha n’oc’h két bugalé.
9Ma omb bét kastizet gan̄t tadou hor c’hik, ha ma hon eûz bét doujan̄s évit-hô; pégémen̄t é tléomp-ni kaout muioc’h a zoujan̄s évit Tâd ar spéréjou, évit ma vevimp?
10Râg hî a gastizé ac’hanomp, hervez hô ioul, évit nébeûd a zervésiou; hôgen Doué a gastiz ac’hanomp diouc’h ma eo talvouduz, évid hol lakaad da véza kévrennek enn hé zan̄télez.
11Hôgen pép kastiz a hével béza a-vréma eunn abek a zoan ha nann a zizoan: hôgen goudé é rôi frouez ar wirionez d’ar ré a zô bét kélennet gan̄t-han̄.
12Dré-zé, savid hô taouarn diners, hag hô taoulin disleber;
13Likid hô treid da ôber kamméjou eeun, évit ma éz eûz eur ré hag a horell, na zeûi kéd da gildrei, hôgen ma en em zalc’hô éeun,
14Hô pézet ar péoc’h gan̄d ann holl, hag ar zan̄télez, hép pehini dén na hellô gwélout Doué:
15O lakaad évez na zeûfé dén da golla grâs Doué; na zafché eur c’hrisien c’houerô-bennâg, ha na vé saotret meûr a hini gan̄t-hi:
16Na zeûfé da eunn orgéder pé da eunn dén dizoujuz ével Ézau, péhini évid eur boéd hép-kén a werzaz hé hénan̄ded.
17Râk c’houi a oar pénaoz ô véza c’hoan̄téet goudé kaout bennoz hé dâd, é oé pelléet; ha na gavaz kéd a léac’h da binijen, pétrâ-bennâg ma en doa hé goulennet gan̄d daélou.
18Hôgen c’houi n’oc’h két tôstéet oud eur ménez méruz, pé oud eunn tan loskuz, pé out kourven̄tennou, pé tévalijen, pé barrou-amzer,
19Pé out soun eunn drompiḻ, ha mouéz eur gér, pa glevchon̄t anézhi, é pédchon̄t stard na gomzché mui out-hô.
20Râk na hellen̄t két gouzanvi ar péz a lavaré: Ha ma en divijé eul loen stoket oud ar ménez, é vijé bét labézet.
21Ha ken eûzuz oa ar péz a wélet, ma lavaré Moizez: Spoun̄tet ounn, ha kréna a rann.
22Hôgen tôstéed oc’h out ménez Sion, out kéar ann Doué béô, oud ar Jéruzalem én̄vuz, hag oud eur stroll dinivéruz a élez;
23Hag oud Iliz ar ré gen̄ta-ganet, hanvou péré a zô skrivet enn én̄vou, hag oud Doué a zô barner ann holl,
24Hag out Jézuz han̄térour ann Testaman̄t nevez, hag oud ar skûḻ goâd-zé péhini a gomz gwelloc’h égéd hini Abel.
25Likid évez na zisprizac’h ann hini a gomz ouz-hoc’h. Râk mar d-eo bét kastizet ar ré hô deûz disprizet ann hini a gomzé out-hô war ann douar: pégémen̄t é vézimp kastizet muioc’h, ni péré hor bézô pelléet ann hini a gomz ouz-omp eûz ann én̄v;
26Ann hini eûz a béhini ar vouéz é deûz neûzé lékéad ann douar da gréna; péhini en deûz rôed eur gér nevez d’é-omp, ô lavarout: C’hoaz eur wéach hag é likinn da gréna nann hép-kén ann douar, hôgen ivé ann én̄v.
27Hôgen ô lavarout: C’hoaz eur wéach, é teû da ziskleria pénaoz é lakai da éhana ann traou loc’huz, é-c’hîz traou gréat évid eunn amzer, évit na choumô néméd ann traou a zô diloc’huz.
28Dré-zé piaouomp ar rouan̄télez diloc’huz, ha miromp ar c’hrâs, dré béhini éc’h azeûlimp Doué hervez hé ioul, gan̄t spoun̄t ha gan̄d doujan̄s.
29Râg hon Doué a zô eunn tan gwastuz. ———— XIII. PENNAD.