Levr Hoshea 4:5
Râk-sé é kouézi hiriô, hag ar profed a gouézô ivé gan-éz: lékéat em eûz da vamm da dével enn nôz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 9:13Hag ar bobl né két distrôet étrézég ann hini a skôé gan̄t-han̄, ha n’hô deûz két en̄klasket Aotrou ann arméou.
Jeremiah 6:4Aozit ar brézel out-hi; savit, ha piñomp out-hi é-kreiz ann deiz: gwâ nî, ô véza ma izéla ann deiz, ha ma eo hirréet ar skeûd war ar pardaez.
Jeremiah 6:15Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz: pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô: é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.
Jeremiah 14:15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
Jeremiah 23:9Ha mé hô rôiô d’ann heskin ha d’ann en̄krez é holl rouan̄télésiou ann douar, da zismégan̄s, da zorc’hen, da lavar-trôet, ha da valloz enn holl lec’hiou é péré em bézô hô distolet.
Ezekiel 13:9Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.