Levr Izaia 17:3
Ar skoazel a vézô tennet da Éfraim, hag ar rouan̄télez da Zamas; ha dilerc’h ar Siried a vézô ével gloar bugalé Israel, émé Aotrou ann arméou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 7:8Hôgen Damas a vézô c’hoaz penn ar Siria, ha Rasin penn Damas: hag a-benn pemp ploaz ha tri-ugen̄t, Éfraim a éhanô da véza eur bobl.
Isaiah 8:4Rag abarz ma wézô ar bugel gervel hé dâd hag hé vamm, é vézô strapet galloud Damas, ha dibourc’hou Sâmari, é-raok roué ann Assiried.
Isaiah 16:14Ha bréma é komz ann Aotrou, ô lavarout: A-benn trî bloaz, é doare bloavésiou ar gôpraérien, é vézô lamet hé c’hloar digan̄t Moab ha digan̄t hé holl bobl péger paot-bennâg eo; nébeûd a dûd a choumô anézho, ha c’hoaz é vézin̄t gwân. ———— XVII. PENNAD. Disman̄tr Damas.
Isaiah 28:1Gwâ c’houi, bugalé argiluz, émé ann Aotrou, péré a râ ratosiou hép-z-oun; péré a aoz steûennou, ha né két dré va spéred; péré a laka péc’hed war béc’hed:
Hosea 1:6Hag hî a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur verc’h. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Galv-hi Didruez; râk n’am bézô mui a druez out tî Israel, hôgen enn an̄kounac’h hô likiinn.