Levr Izaia 31:2
Aotrou, az péz truez ouz-omp; râk da c’hortozet hon eûz; béz da vréac’h d’é-omp diouc’h ar min̄tin, ha da zilvidigez é amzer ar c’hlac’har.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Gan̄t mouéz ann éal eo bét tec’het ar boblou, ha gan̄t skéd da veûrded eo bét skiñet ar brôadou.
Cross References
Numbers 10:35Ha pa zaved ann arc’h, é lavaré Moizez: Saô, Aotrou; ra vézô skiñet da énébourien, ha ra dec’hô dira-z-od ar ré a gasa ac’hanod.
Joshua 23:15Hôgen mar gwélit é vé drouk d’é-hoc’h servicha ann Aotrou, eo rôet ar c’hemm d’é-hoc’h; dilennid hiriô ar péz a blijô gan-é-hoc’h; pétrâ eo gwell d’é-hoc’h da zervicha, pé ann douéed hô deûz servichet hô tadou er Mêzopotamia, pé douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit: hôgen évid-oun ha va zî é servichimp ann Aotrou.
Job 5:13Péhini a douell ar ré fûr enn hô furnez hô-unan, hag a ziskar ménosiou ar ré fallagr.
Job 12:16Ann ners hag ar furnez a zô enn-han̄: hen̄ a anavez ann toueller hag ann dén touellet.
Psalms 68:1Ra zavô Doué, ha ra vézô skiñet hé énébourien: ha ra dec’hô a zira-z-od ar ré hô deûz kas ouz-id.
Isaiah 20:4Fatet eo va c’haloun, va spéred a zô gôlôet a dévalien: Babilon va muia-karet a zô deûet da spoun̄t d’in.