The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 31

1Gwâ té, péhini a breiz, ha na vézi-dé két preizet ivé? Ha té, péhini a zispriz, ha na vézi-dé két disprizet ivé? P’az pézô peûr-breizet, é vezi preizet: pa vézi skuîz ô tisprizout, é vézi disprizet.

2Aotrou, az péz truez ouz-omp; râk da c’hortozet hon eûz; béz da vréac’h d’é-omp diouc’h ar min̄tin, ha da zilvidigez é amzer ar c’hlac’har.

3Gan̄t mouéz ann éal eo bét tec’het ar boblou, ha gan̄t skéd da veûrded eo bét skiñet ar brôadou.

4Dastumet é vézô hô tibourc’hou, ével ma tastumeur ar c’houiled, gan̄t péré é leunieur ar poullou.

5Diskouézet en deûz ann Aotrou hé veûrded, ô véza ma choum el léac’h uc’hel; leûniet en deûz Sion a varn hag a reizded.

6Ar feiz a rénô enn da amzer; ar furnez hag ar wiziégez a vézô madou ar zilvidigez; doujan̄s ann Aotrou a vézô hé den̄zor.

7Ar ré diwar ar méaz péré a wélô kémen̄t-sé a c’harmô, ar gannaded a béoc’h a wélô gan̄t c’houervder.

8Dilézet eo ann hen̄chou, na dréméneur mui dré ar raven̄chou, torret eo gan̄t-han̄ ar gévrédigez, diskaret eo ar c’heriou, n’en deûz azaouez é-béd évid dén.

9Er gwélvan hag er fillidigez éma ann douar; reustlet ha direizet eo al Liban: eunn distrô eo deûet Saron da véza; Basan hag ar C’harmel a zô bét gwastet.

10Bréma é savinn, émé ann Aotrou; bréma é tiskouézinn va meûrded, bréma é rôinn da anaout va galloud.

11Grouéz a en̄géhen̄tot, hag é c’hanot kôlô; hoc’h alan a vézô ével eunn tân hag a zévô ac’hanoc’h.

12Ar boblou a vézô hén̄vel oud al ludu a choum war lerc’h ann tân, hag oud eur bôd spern a lékéeur enn tân.

13Klévit pétrâ em eûz gréat, c’houi péré a zô pell, hag anavézit va ners, c’houi péré a zô tôst.

14Ar béc’herien a zô bét spoun̄tet é Sion, ann heuz a zô bét kroget er bilpouzéd; piou ac’hanoc’h a hellô choum enn tân loskuz? Piou ac’hanoc’h a badô er flammou peûr-baduz?

15Néb a valé er reizded, hag a gomz er wirionez; néb a zistol ar madou deûet é gaou, a vîr hé zaouarn diouc’h pép rô, a stan̄k hé ziskouarn out pép lavar a c’hoad hag a zerr hé zaoulagad gan̄d aoun na welché ann drouk.

16Hen-nez a choumô é léc’hiou uc’hel; é rec’hier kré hag uc’hel en em dennô; bara a vézô rôet d’ézhan̄, na ziouerô két a zour.

17Hé zaoulagad a wélô ar roué enn hé gaerded; hî a zellô oud ann douar a bell.

18Da galoun a én̄vorô hé spoun̄t. Péléac’h éma ann dûd gwiziek? Péléac’h éma ann hini a boézé geriou al lézen? Péléac’h éma mestr ar vugalé?

19Na wéli két eur bobl her, eur bobl dichek enn hé gomsiou; enn hévélep doaré na helli két poella lavar hé iéz, péhini n’eûz furnez é-béd.

20Sell out Sion, kéar hol lidou; da zaoulagad a wélo Jéruzalem, kéar pin̄vidik, telt ha na hellô két béza dizouget enn eul léac’h all; ann tachou a starta anézhi na vézin̄t tennet bikenn, hag ar c’herdin a zalc’h anézhi na vézin̄t két torret.

21Râg énô hép-kén é tiskouezô ann Aotrou hé veûrded; ann douréier a rédô énô enn eur c’han lédan hag éc’hon; al listri roén̄vek na dréménin̄t két dré énô, hag ar galé brâz na vézô két gwélet énô.

22Râg ann Aotrou a zô hor barner, ann Aotrôu a zô hol lézenner, ann Aotrou a zô hor roué; hén̄ eo a zavétai ac’hanomp.

23Da gerdin en em laoskô, ha na hellin̄t két reûdi; da wern a vézô enn eunn hevélep doaré, na helli mui steña da wéliou. Neûzé é vézô rannet ann dibourc’hou brâz a vézô bét gréat; ar ré gamm hô dévézô hô lôd eûz ann dibourc’hou. 21 Ann hini a vézô tôst na lavarô két: Klan̄v ounn; ar bobl a choumô enn-hi en dévézô ann diskarg eûz hé fallagriez. ———— XXXIV. PENNAD. Disman̄tr ann Iduméa.

← Levr Izaia 30Read In The App, Free →Levr Izaia 32 →

Study Levr Izaia 31

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566