Levr Izaia 32:11
Ar bon̄gors hag ann heûreûchin a zalc’hô anézhi; ann ibis hag ar vrân a choumô enn-hi. Ann Aotrou a astennô hé linen war-n-ézhi évid hé c’has-da-nétra hag ar c’hompézer évid hé dispenna.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Hé zud-nobl na choumin̄t mui énô; hôgen hî a c’halvô eur roué, hag hé holl brin̄sed a iélô-da-nétra.
Cross References
Isaiah 2:21Hag hén̄ a iélô é faoutou ar vein, hag é kéviou ar rec’hier, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.
Isaiah 15:3Er ruiou in̄t éat gan̄t séier da c’houriz; war ann tôennou ha war al leûriou kéar eo bét klévet hô iûd hag hô gwélvan.
Isaiah 22:4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
Isaiah 47:1Sélaouit, énézi; ha likiid évez, poblou a-bell: Ann Aotrou en deûz va c’halvet abaoé ma ounn ganet; adalek kôv va mamm en deûz bét koun enn-oun.
Jeremiah 6:26Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu: gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.