Levr Izaia 52:2
Astenn léac’h da delt, ha lédana ar c’hrec’hin a c’hôlô da deltou; na zalé két: hirra da gerdin, ha stard da dachou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 29:4Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in: Ével pa iûd eul léon pé eul léonik oc’h en em deûrel war hé breiz, ha mar teû eul lôd brâz a vésérien d’hé ziarbenna, ha né két spoun̄tet oc’h hô c’hlevout, ha né két saouzanet oc’h hô gwélout; ével-sé é tiskennô Aotrou ann arméou évit stourmi war vénez Sion, ha war hé c’hrec’hien.
Isaiah 61:1Piou eo hé-man̄ a zeû eûz a Édom, gan̄d hé ziḻad livet eûz a Vosra? Hé-man̄ péhini a zo kaer enn hé zaé, hag a valé gan̄t kalz a ners. Mé eo, a gomz hervez ar reiz, hag a stourm évit savétei.
Luke 21:24Din̄dân dremm ar c’hlézé é kouézin̄t (G); hag é vézin̄t kased da sklaved enn holl vroiou; ha Jéruzalem a vézô faéet gan̄d ar boblou, bété ma vézô leûniet amzer ann dudou.