Aviel Lukaz 21:24
Din̄dân dremm ar c’hlézé é kouézin̄t (G); hag é vézin̄t kased da sklaved enn holl vroiou; ha Jéruzalem a vézô faéet gan̄d ar boblou, bété ma vézô leûniet amzer ann dudou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 63:18Hôgen en em laouénaad a réot, hag é tridot da-vikenn er péz a grouinn; râk mé a ia da groui Jéruzalem enn tridérez, hag hé bobl el lévénez.
Daniel 8:13Ha mé a glévaz unan eûz ar zen̄t hag a gomzé; hag eur san̄t a lavaraz da eunn all ha na anavézenn két hag a gomzé out-han̄: Bété pégeit é padô ar wélédigez diwar-benn ar sakrifiz peûr-baduz; hag ar péc’héd a zigasô ar man̄tr-zé; hag é vézô mac’het ar san̄tuar hag ann armé?
Daniel 12:7Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.