Levr Izaia 6
1Er bloaz é péhini é varvaz ar roué Ozias, é wéliz ann Aotrou azézet war eunn trôn uc’hel-meûrbéd; hag ar péz a oa dindân-han̄ a leûnié ann templ.
2Ar sérafined a oa enn hô sâ a-ziouc’h d’ézhan̄: c’houéac’h askel en dôa pép-hini anézhô; gan̄d diou é kuzen̄t he benn, gan̄d diou é kuzen̄t hé dreid, ha gan̄d diou é nichen̄t.
3Hag é c’harmen̄t ann eil oud égilé, hag é lavaren̄t: San̄t, san̄t, san̄t, eo ann Aotrou, Doué ann arméou, ann douar holl a zo leûn eûz hé c’hloar.
4Ha postou ann ôr a oé horellet, ker skiltr oa ar garm-zé, hag ann tî a oé leun a vôged.
5Neuzé é liviriz: Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.
6Hag unan eûz ar sérafined a nichaz étrézég enn-oun, hag eur vilien danuz enn hé zourn, en dôa kéméret gan̄d eur gével diwar ann aoter.
7Hag hen̄ a stokaz gan̄t-hi out va génou, hag a lavaraz: Chétu é deuz stoket-hî oud da vuzellou, hag é vézô lamet da fallagriez hag é vézô glanet da béc’hed.
8Hag é kleviz mouéz ann Aotrou a lavaraz: Piou a gasinn-mé? Ha piou a iélô évid-omp? Ha mé a lavaraz: Chétu mé, kâs ac’hanoun.
9Hag hén̄ a lavaraz: Kéa, ha lavar d’ar bobl-zé: O klevout, klevit, ha na boellit két; ô kwélout, gwélit, ha na anavézit két.
10Dall kaloun ar bobl-zé, ha pounnéra hé ziskouarn, ha serr hé zaoulagad, gan̄d aoun na wélché gan̄d hé zaoulagad, na glevché gan̄d hé ziskouarn, ha na boelché gan̄d hé galoun, na zistrôjé ouz-in, ha na zeûjenn d’hé iac’haat.
11Ha mé a lavaraz: Bété pégeit, Aotrou? Hag hén̄ a lavaraz: Kén na vézô glac’haret ha goullô ar c’heriou, hag ann tiez dizûd, ha ma vézô deûet ar vrô ével eunn distrô.
12Ann Aotrou a gasô pell ann dud, hag al lôd tûd a vézô bét dilézet é-kreiz ar vrô, a greskô é niver. (T).
13Déoget é vézô c’hoaz, hag é tistrôi oud ann Aotrou, hag en em ziskouézô brâz ével ann térébin̄t, hag ével ann derven a astenn kaer he skourrou: hag ar wenn a vézô choumet enn-hi a vézô eur wenn zan̄tel. ———— VII. PENNAD. Eur werc’hez a c’hanô eur mâb hanvet Emmanuel.