Lizher Sant Jakez 4:2
C’hoan̄taad a rît, ha n’hoc’h eûz két, laza a rit, hag hérez hoc’h eûz, ha na hellit két kaout ar péz a glaskit: breûtaad ha brézélékaad a rît, ha n’hoc’h eûz két ar péz a c’hoan̄tait, ô véza n’hé c’houlennit kéd digan̄d Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher Sant Jakez 4
Cross References
Ecclesiastes 4:8Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan: Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.
Habakkuk 2:5Râg ével ma eo touellet ann hini a év gwîn, ével-sé ann dén balc’h na choumô két enn hé skéd; hén̄ péhini en deûz lédet hé éné ével ann ifern; hen̄ péhini a zô ével ar marô, ha na hell két béza gwalc’het; hén̄ péhini a stroll war hé drô ann holl vrôadou, hag a zastum étrézég enn-han̄ ann holl boblou.
Luke 11:9Ha mé a lavar d’é-hoc’h: Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h: klaskit, hag é kéfot: stokit, hag é vézô digored d’é-hoc’h.
James 1:5Ma éz eûz hini ac’hanoc’h hag a ziouerfé furnez, goulennet digan̄d Doué, péhini a rô d’ann holl gan̄t largen̄tez, hag hép rébech: hag é vézô rôed d’ézhan̄.