The Bible Software
Lizher Sant Jakez · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher Sant Jakez 4

1A bé léac’h é teû ar vrézéliou hag ar vreûdou enn hô touez? Ha na zeûon̄t-hi két ac’hann? Eûz hô kwall-ioulou a stourm enn hoc’h izili?

2C’hoan̄taad a rît, ha n’hoc’h eûz két, laza a rit, hag hérez hoc’h eûz, ha na hellit két kaout ar péz a glaskit: breûtaad ha brézélékaad a rît, ha n’hoc’h eûz két ar péz a c’hoan̄tait, ô véza n’hé c’houlennit kéd digan̄d Doué.

3Goulenni a rît, ha né két rôet d’é-hoc’h, ô véza ma c’hou1ennit fall, hag évit gwalc’ha hô kwall-ioulou.

4Avoultrerien, ha na ouzoc’h-hu két pénaoz karan̄tez ar béd-man̄ a zô énébour da Zoué? Piou-bennâg éta a fellô d’ézhan̄ béza miñoun d’ar béd-man̄, en em lakai da énébour da Zoué.

5Ha c’houi a venn pénaoz ar Skritur a lavar enn-aner: Ar spéred a choum enn-hoc’h a c’hoan̄ta gan̄d hérez?

6Hôgen rei a ra eur c’hras vrasoc’h. Dré-zé eo é lavar: Doué a éneb oud ar ré rôk, hag a rô hé c’hrâs d’ar ré vuel.

7Plégid éta da Zoué: énébid ouc’h ann diaoul, hag é tec’hô diouz-hoc’h.

8Tôstaid ouc’h Doué, hag é tôstai ouz-hoc’h. Glanit hô taouarn, péc’herien; ha skarzit hô kalounou, c’houi péré hoc’h euz spéréjou daou-blég.

9En em c’hlac’harit, gwélit ha lén̄vit: ra vézô trôet hô c’hoarz é gwélvan, hô lévénez é tristidigez.

10En em izélait dirâg ann Aotrou, hag é uc’hélai ac’hanoc’h.

11Na livirit kéd a zroug ann eil eûz égilé, va breûdeûr. Néb a lavar droug eûz hé vreûr, pé a varn hé vreûr, a lavar droug eûz al lézen, hag a varn al lézen. Hôgen mar barnez al lézen, n’oud mui mirer al lézen, hôgen ar barner anézhi.

12Neûz néméd eul lézenner, hag eur barner, a hell kolla ha savétei.

13Hôgen té piou oud-dé évit barnoud da nésa? Chétu bréma é livirit: Hiriô pé war-c’hoaz éz aimp d’ar géar-ma-kéar, hag é choumimb énô eur bloaz, hag é werzimp, hag é c’hounézimp:

14Pétrâ-bennâg oa ouzoc’h két pétrâ a c’hoarvézô war-c’hoaz.

15Râk pétrâ eo hô puez? Eunn aézen eo péhini en em ziskouéz évid eunn nébeûd amzer, hag a zeû da steûzia goudé. É léac’h ma tléfac’h da lavarout: Mar fell d’ann Aotrou, ha mar d-omb béô, é raimb ann dra-man̄ pé ann dra-zé.

16Hôgen c’houi bréma en em uc’hélait enn hô rôgoni. Eunn hévelep uc’helded a zô drouk.

17Néb éta a anavez ar mad a dlé da ôber, ha n’her gra két, a béc’h. ———— V. PENNAD.

← Lizher Sant Jakez 3Read In The App, Free →Lizher Sant Jakez 5 →

Study Lizher Sant Jakez 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345