Levr Yirmia 48:41
Chétu eur bobl a zeû eûz ann han̄ter-nôz, eur vrôad vrâz ha kalz rouéed a zâv eûz a bennou ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 21:3Da holl brin̄sed a zô bét tec’het kévret; gan̄t krisder in̄t bét chadennet; ar ré holl a zô bét kavet, a zô bét éréet kévret, pétrâ-bennâg ma oan̄t tec’het pell.
Jeremiah 4:31Râk klévoud a rann eur vouez ével eûz a eur c’hrég é gwilioud, roget gan̄d ar gwen̄trou; mouéz merc’h Sion daré da vervel, hag a astenn hé daouarn, ô lavarout: Gwâ mé, ô véza ma falla va éné gan̄d al lazérez. ———— V. PENNAD Ann Aotrou a rébech da vugalé Israel hô diskrédoni.
Jeremiah 30:6Râk don̄d a rai ann deiz, é péhini é c’harmô ann diwallérien war vénez Éfraim: savit, ha piñomp da Zion étrézég ann Aotrou hon Doué.
Jeremiah 49:24Ha mé a zistolô da Vabilon ha da holl dûd ar C’haldéa ann holl zroug hô deûz gréat é Sion, dirâg hô taoulagad, émé ann Aotrou.
1 Thessalonians 5:3Râk pa livirin̄t: Chétu émomp é péoc’h, hag é diwall, neûzé é c’hoarvézô gan̄t-hô eunn disman̄t téar, é-c’hîz ma c’hoarvez ar gwen̄trou gan̄d eur c’hrég vrazez, ha na hellin̄t két tec’hout.