Levr Yirmia 9:18
Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu é taolinn pell ar wéach-man̄ ar ré a choum enn douar-man̄; ha mé hô en̄krézô enn hévélep doaré na vézô kavet hini anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Stroll eûz ann douar da vézégez, té péhini a vézô grounnet.
19Gwâ mé em reuz! Gloazuz-brâz eo va gouli. Hôgen lavaret em eûz: Va c’hlén̄ved eo, hé zougen a rinn.
Cross References
Isaiah 22:4Az péz méz, ô Sidon; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret: n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.
Jeremiah 3:25Enn hor mézégez é kouskimp, ha gan̄d hon dismégan̄s é vézimp gôlôet; ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, nî hag hon tadou, adaleg hor iaouan̄ktiz bétég ann deiz a hiriô, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué. ———— IV. PENNAD Reûsiou daré da gouéza war Jéruzalem.
Jeremiah 6:26Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu: gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.
Jeremiah 9:10Hôgen ann Aotrou eo ar gwir Zoué; hén̄ eo ann Doué béô, hag ar Roué peûr-baduz; hé vuanégez a laka ann douar da gréna; hag ar brôadou na hellon̄t két gouzan̄vi hé c’hourdrouz.
Jeremiah 13:17Hag é liviri d’ézhô ar gér-man: Va daoulagad a skûḻ daérou nôz-deiz, ha na éhanon̄t két; ô véza ma eo bét brévet gan̄d eur brévadur brâz ar werc’hez, merc’h va fobl, ha ma eo gwall zroug hé gouli.
Lamentations 1:2Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h: n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi. GHIMEL.