Levr Job 37:24
Râk-se é vézô doujet gan̄d ann dûd, ha den é-béd, péger fur-bennâg é kav d’ézhan̄ béza, na grédô selloud out-han̄. ———— XXXVIII. PENNAD. Doué a gomz out Job hag a zesk anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Men do therefore fear him: he respecteth not any that are wise of heart.
In Context
Cross References
Psalms 33:8Ra zoujô ann Aotrou ann douar holl; ra vézô strafiḻet dira-z-han̄ ar ré holl a choum er béd.
Ecclesiastes 9:11Trôed ounn enn ennn tû all, hag em eûz gwélet pénaoz né két ar réd évid ar ré skan̄va, nag ar brézel évid ar ré gréva, nag ar bara évid ar ré fûr, nag ar madou évid ar ré zesket, nag ar c’hrâd-vâd évid ar vichérourien; hôgen éz â pép-trâ diouc’h ann amzer hag ann darvoud.
Jeremiah 5:22Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou; ha na grénot-hu két dira-z-oun? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.
Jeremiah 33:9Ha n’hon eûz két savet a diez évit choum enn-hô, ha n’hon eûz bét d’é-omp na gwini, na parkou, nag éd:
Jonah 1:16Hag ann dûd-zé a zoujaz ann Aotrou gan̄d eunn douj brâz: hag hî a gennigaz hostivou d’ann Aotrou, hag a réaz gwestlou d’ézhan̄. ———— II. PENNAD Eur pésk brâz a loun̄k Jonas.