The Bible Software
Levr Yona · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yona 2

1Ann Aotrou a réaz ma en em gavaz énô eur pésk brâz évit loun̄ka Jonas. Ha Jonas a choumaz é kôv ar pésk a-héd tri dervez ha teir nôzvez.

2Ha Jonas a bédaz ann Aotrou hé Zoué eûz a gôv ar pésk,

3Hag a lavaraz: Garmet em eûz étrézég ann Aotrou é-kreiz va an̄ken, hag hén̄ en deûz klevet out-in: garmet em eûz a gôv ar béz, hag éc’h eûz klevet out va mouéz.

4Té éc’h eûz va zaolet d’ar gwéled é-kreiz ar môr, hag ann doureier hô deûz va gôlôet a bép tû: da holl goummou, ha da holl wagennou a zô bét éat dreist-oun.

5Ha mé em eûz lavaret: Distolet ounn bét a zirâk da zaoulagad: koulskoudé é wélinn adarré da dempl san̄tel.

6Ann doureier hô deûz va c’helc’hiet bétég ar gwéled: al loun̄k en deûz va strôbet: ar môr en deûz gôlôet va fenn.

7Diskennet ounn bét bété grisiou ar ménésiou: gan̄t sparlou ann douar ounn bét klôzet da-vikenn: koulskoudé té a virô va buez diouc’h ar vreinadurez, ô Aotrou va Doué.

8Pa édo an̄kéniet va éné enn-oun, eo deûet koun d’in eûz ann Aotrou: ha va féden a iélô bétég enn-od, béte da dempl san̄tel.

9Ar ré a vîr ar gwanderiou enn-aner, a zilez hô zrugarez hô-unan.

10Hôgen mé a rai sakrifisou d’id ô kana da meuleudiou: kenniga a rinn d’ann Aotrou ann holl wéstlou em eûs gréat évit va zilvidigez.

11Hag ann Aotrou a gomzaz oud ar pésk, hag hén̄ a zisloun̄kaz anézhan̄ war ar séac’h. ———— III. PENNAD Ann Ninivited a râ pinijen, ha Doué en deûz truez out-hô.

← Levr Yona 1Read In The App, Free →Levr Yona 3 →

Study Levr Yona 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234