Levr Yehoshoua 8:22
Enn hévéleb amzer ar ré hô dôa kéméret ha devet kéar, ô véza éat er-méaz war arbenn d’hô zùd, a zéraouaz skei war ann énébourien a oé taget a bép tû; enn hévélep doaré n’en em zavetéaz hini é-béd eûz a eunn niver ker brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Kéméroud a réjon̄t ivé er-béô roué kéar Hai, hag her c’haschon̄t da Jozué.
Cross References
Deuteronomy 7:2Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret; ha ma lavar-hen̄ d’id: Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.
Joshua 10:28Enn hévélep deiz Jozué a géméraz ivé Maséda, hag a zisman̄traz anézhi gan̄d ar c’hlézé. Lakaad a réaz da vervel hé roué, hag ar ré holl a choumé enn-hi; ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén. Ober a réaz da roué Maséda ével m’en dôa gréat da roué Jériko.
Job 20:5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
1 Thessalonians 5:3Râk pa livirin̄t: Chétu émomp é péoc’h, hag é diwall, neûzé é c’hoarvézô gan̄t-hô eunn disman̄t téar, é-c’hîz ma c’hoarvez ar gwen̄trou gan̄d eur c’hrég vrazez, ha na hellin̄t két tec’hout.