Keinvanoù 1:19
Va miñouned em eûz galvet, hag hî hô deûz va zouellet: va béléien ha va zûd-kôz a zô bét bévézet er géar, en̄dra ma klasken̄t boéd évit kennerza hô buez. RES.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 19:13Pelléet en deûz va breûdeûr diouz-in, hag ar ré a anavézenn a zô tec’het diouz-in ével tûd a-ziavéaz brô.
Jeremiah 14:15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
Jeremiah 27:13Kéa, ha lavar da Hananias: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chadennou prenn éc’h eûz torret; hôgen té a rai enn hô léac’h chadennou houarn.
Jeremiah 37:7Tenna a réaz hé zaoulagad da Zédésias, hag é lékéaz eur chaden enn-drô d’ézhan̄, évid hé gâs da Vabilon.
Lamentations 1:2Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h: n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi. GHIMEL.
Lamentations 2:20Arvest, Aotrou, ha gwél piou éc’h eûz ben̄démiet ével-sé. Ha dibri a rai ar gragez hô frouez, bugaligou eûz a eur raouen a héd? Hag é san̄tuar ann Aotrou é vézô lazet ar béleg hag ar profed? SIN.