Keinvanoù 2:13
Oc’h pétrâ é likiinn éz oud hével? (T) Pé out piou éc’h hévélébékainn ac’hanod, merc’h Jéruzalem? Out pétrâ é kemminn ac’hanod, ha pénaoz é tizoaninn ac’hanod, ô plac’h-iaouan̄k, merc’h Sion? Râk da zismân̄tr a zô brâz ével ar môr; piou a louzaouo ac’hanod? NUN.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 60:2Kéflusket eo ann douar gan-éz, hag hé reûstlet éc’h eûz: iac’ha hé darzou râk kéflusket eo bét.
Jeremiah 8:22Komz. Ével-henn é lavar ann Aotrou: Korfou-marô ann dûd a gouézô ével teil war-c’horré ann douar, hag ével ma kouéz ann drammou éd war-lerc’h ar védérien, hép ma tastum dén anézhô.
Jeremiah 14:17N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
Jeremiah 30:12Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.
Jeremiah 30:15Ével-henn é lavar ann Aotrou: Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.
Lamentations 1:12O c’houi holl, péré a drémen dré ann hen̄t, arvestit ha gwélit hag éz eûz eur c’hlac’har hén̄vel out va glac’har; ô véza m’en deûz ann Aotrou va ven̄dachet, ével ma en deûz lavaret é deiz hé frouden. MEM.