Keinvanoù 2:18
Garmet é deûz hô c’haloun étrézég ann Aotrou war vuriou merc’h Sion. Skûḻ daérou ével eur froud, a-zoug ann deiz hag ann nôz; na rô két a éhan d’id, ha na davet két mâb da lagad. COPH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 4:31Râk klévoud a rann eur vouez ével eûz a eur c’hrég é gwilioud, roget gan̄d ar gwen̄trou; mouéz merc’h Sion daré da vervel, hag a astenn hé daouarn, ô lavarout: Gwâ mé, ô véza ma falla va éné gan̄d al lazérez. ———— V. PENNAD Ann Aotrou a rébech da vugalé Israel hô diskrédoni.
Jeremiah 9:17Stroll eûz ann douar da vézégez, té péhini a vézô grounnet.
Jeremiah 14:17N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
Lamentations 1:16Râk-sé é wélann, hag é skûḻ daérou va lagad; râg ann hini a dlié va dizoania ha rei eur vuez névez d’in, a zô éat pell diouz-in; va bugalé a zô en em gollet, ô véza ma eo deûet va énébour tréac’h d’in. PHE.
Lamentations 3:48Va lagad en deûz skuḻet froudou dour, ô welout disman̄tr merc’h va fobl. AÏN.