Keinvanoù 1:16
Râk-sé é wélann, hag é skûḻ daérou va lagad; râg ann hini a dlié va dizoania ha rei eur vuez névez d’in, a zô éat pell diouz-in; va bugalé a zô en em gollet, ô véza ma eo deûet va énébour tréac’h d’in. PHE.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 106:42Hag hô énébourien a en̄krézaz anézhô, hag hî a oé izéléet dindân hô daouarn.
Ecclesiastes 4:1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
Jeremiah 9:1Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, tî Israel.
Jeremiah 9:21Râg ar vésérien hô deûz embréget enn eunn doaré diskian̄t, ha n’hô deûz két klasket ann Aotrou; dré-zé in̄t bét diboell, hag hô holl zén̄ved a zô bét skiñet.
Jeremiah 14:17N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
Lamentations 1:2Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h: n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi. GHIMEL.