Leviegezh 11:13
É-touez ann evned, chétu ar ré a béré na dléot kéd dibri, hag a zô d’é-hoc’h da dec’hout: ann er, hag ar grifon hag ar falc’han,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Kémen̄t ha n’en dévézô kéd a vren̄kou nag a skan̄t enn douréier, a vézô dic’hlan.
14Hag ar skoul, hag ar gûp, hervez hé wenn,
Cross References
Job 28:7Ann evn n’en deûz két anavézet hé hen̄t, hag ar gûp n’en deûz két hé wélet.
Job 39:27Ha dré da c’hourc’hémenn eo é sâv ann er, hag é laka hé neiz el lec’hiou ar ré uc’héla?
Jeremiah 4:22O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet; tud diboell ha direiz in̄t; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.
Lamentations 4:19Buanoc’h eo bét hon heskinérien égét éred ann én̄v; éat in̄t war hon lerc’h war ar ménésiou, lindagou hô deûz steñet d’é-omp enn distrô. BES.
Habakkuk 1:8Skan̄voc’h eo hé c’hézek égét léonparded, ha buanoc’h éget bleizi ann abardaez: hé marc’heien en em skiñô, rag hé marc’heien a zeûi a bell: war nîch é teûin̄t ével eunn er a zo mall gan̄t-han̄ dibri.
Romans 1:28Hag ô véza né két fellet d’ézhô anaout Doué, Doué en deûz hô laosket enn eunn ioul direiz; enn hévélep doaré ma hô deûz gréat traou amzéré;