The Bible Software
bible.software › Lizher d'ar Romaned › Lizher d'ar Romaned 1 › Lizher d'ar Romaned 1:28

Lizher d'ar Romaned 1:28

Hag ô véza né két fellet d’ézhô anaout Doué, Doué en deûz hô laosket enn eunn ioul direiz; enn hévélep doaré ma hô deûz gréat traou amzéré;

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And even as they did not like to retain God in their knowledge, God gave them over to a reprobate mind, to do those things which are not convenient;

In Context

27Hag ar goazed ivé, ô véza lézet ann ôber gan̄d ar c’hrég a zô hervez ann natur, a loskaz enn hô ioulou ann eil évid égilé, hag ar goâz a réaz louzdôni gan̄d ar goâz; hag ével-sé é tigémerchon̄t enn-hô ho-unan ar gôbr a oa dléet d’hô fazi.

29Ma in̄t bét leûn a bép drouk, a falloni, a c’hadélez, a bizoni, a zrougiez; béd in̄t érézuz, lazerien, tabuterien, touellerien, gwallerien, krôzerien,

Read all of Lizher d'ar Romaned 1

Cross References

Proverbs 1:7Doujan̄s ann Aotrou eo penn-ken̄ta ar furnez. Ar ré ziskian̄t a zispriz ar furnez hag ar gélennadurez.

Proverbs 1:29O véza ma hô deûz kaséet ar gélennadurez, ha n’hô deûz két digéméret doujan̄s ann Aotrou;

Proverbs 17:16Pétrâ a dâl d’ann dén diskian̄t kaout madou, pa na hell két préna ar furnez? Néb a zâv uc’hel hé dî, a glask hé ziskar; hag ann hini a dec’h diouc’h ann deskadurez, a gouézô enn drouk.

Jeremiah 6:30Galvit-hô arc’han̄t distolet, râg ann Aotrou en deûz hô distolet. ———— VII. PENNAD Ann Aotrou a zifenn out Jérémias na bédô évid ar bobl. l. Chétu ar c’homziou a zeûaz da Jérémias dioud ann Aotrou, ô lavarout: 2 Choum enn da zâ é-tâl dôr ti ann Aotrou; prézég ar gér-man̄ énô, ha lavar: Sélaouit gér ann Aotrou, holl dûd Juda, c’houi péré a zô éat dré ann ôriou-zé évid azeûli ann Aotrou. 3 Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Gwellait hoc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou: ha mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-zé. 4 Na likiit két hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ô lavarout: Templ ann Aotrou, templ ann Aotrou, templ ann Aotrou eo. 5 Râk ma reizit mâd hoc’h hen̄chou, hag hoc’h ôberiou; mar grîd eur varn vâd étré eunn dén hag hé nésa. 6 Ma na waskit két ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez; ma na skuḻit két ar goad dinam el léac’h-man̄, ha ma na heuḻit két ann douéed a-ziavéaz, enn hô reûz hoc’h-unan: 7 Mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-man̄, enn douar em eûz rôet d’hô tadou a-vikenn ha da-vikenn. 8 Chétu c’houi a lakai hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ha na dalvézin̄t két d’é-hoc’h. 9 C’houi a laer, c’houi a lâz, c’houi a ra avoultriez, c’houi a dou é gaou, c’houi a rô braoued-kennig da Vaal, hag a heûḻ douéed a-ziavéaz, péré na anavézit két: 10 Hag oc’h deûet, hag oc’h en em lékéat dira-z-oun enn tî-man̄, é péhini é c’halveur va hanô; hag hoc’h eûz lavaret: Salved omp, pétrâ-bennâg ma hon euz gréat ar fallagriézou-zé. 11 Hag eur c’héô laéroun eo va zî, é péhini eo bét galvet va hanô dira-z-hoc’h? Mé eo, mé eo a zô; mé eo em eûz hô kwélet, émé ann Aotrou. 12 Id d’am léac’h-mé é Silô, é péléac’h em bôa lékéat va hanô er penn-ken̄ta; ha gwélit pétrâ em eûz gréat d’ézhi enn abek da zrougiez va fobl a Israel. 13 Ha bréma, ô véza ma hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou; ô véza ma em eûz komzet ouz-hoc’h ô sével diouc’h ar min̄tin̄; ma em eûz komzet, ha n’hoc’h eûz két klévet; ô véza ma em eûz hô kalvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet, 14 É rinn é-kén̄ver ann tî-man̄, é péhini eo galvet va hanô, hag é péhini é likiid hô fisian̄s, hag é-kén̄ver al léac’h em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, ével ma em eûz gréat é-kén̄ver Silo. 15 Hag é taolinn ac’hanoc’h a zira-z-oun, ével ma em eûz taolet hoc’h holl vreûdeûr, holl wenn Éfraim. 16 Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na veûl, na na béd ac’hanoun évit-hô, ha na éneb két ouz-in; râk na zélaouinn két ouz-id. 17 Ha na wélez-té két pétrâ a râ ar ré-zé é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem. 18 Ar vugalé a zastum ar c’heûneûd, hag ann tadou a énaou ann tân, hag ar gragez a skuḻ druzôni war doaz, évit ôber kouiñou da rouanez ann én̄v, évid ôber sakrifisou da zouéed a ziavéaz, ha va lakaad da héga. 19 Ha mé eo a hégon̄t, émé ann Aotrou? Ha né két hî hô-unan, ô tigas ar véz war hô fenn? 20 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Va frouden ha va buanégez a zô savet war al léac’h-zé, war ann dud, ha war al loéned, ha war wéz ar parkou, ha war frouez ann douar; leski a rai ével tân, ha na vézô két mouget. 2l. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Likid hô loéned-losket war hô viktimou, ha débrit kîk. 22 Râk n’em eûz két lavaret, na gourc’hémennet d’hô tadou, enn deiz ma hô zenniz eûz ann Éjipt, kenniga d’in loéned-losket ha viktimou. 23 Hôgen chétu pétrâ em eûz gourc’hémennet d’ézhô ô lavarout: Sélaouit va mouéz, ha mé a vézô hô Toué, ha c’houi a vézô va fobl; ha baléit enn holl hen̄chou em eûz kémennet d’é-hoc’h, évit ma teûi pép mâd d’é-hoc’h. 24 Hôgen n’hô deûz két sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn: baléet hô deûz enn hô ioulou, hag é diroll hô gwall galoun; hag hî a zô éat enn hô c’hîz, ha nann enn hô raok, 25 Adaleg ann deiz é péhini eo éat hô zadou er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, bété vréma. Ha mé em eûz kaset d’é-hoc’h va holl zervicherien ar broféded bemdez ô sével diouc’h ar min̄tin; hô c’haset em eûz. 26 Hag hî n’hô deûz két va sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn; hôgen kalédet hô deûz hô fenn, ha gwasoc’h hô deûz gréat égéd hô zadou. 27 Ha té a lavarô kémen̄t-sé d’ézhô, ha n’as sélaouin̄t két; hô gervel a rî; ha na respoun̄tin̄t két d’id. 28 Ha té a lavarô d’ézhô: Chétu ar vrôad péhini né deûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hé Doué, ha n’é deûz két digéméret ar c’hélen; ar feiz a zô éat ébiou, er-méaz eo éat eûz hô génou. 29 Touz da vléô, ha taol-hi; ha garm war al lec’hiou uc’hel: râg ann Aotrou en deûz distolet, ha dilézet brôad hé frouden. 30 Râk bugalé Juda hô deûz gréat drouk dira-z-oun, émé ann Aotrou. Lékéat hô deuz hô argarzidigézou enn tî é péhini é oa galvet va hanô, évid hé zaotra.

Ezekiel 14:5Évit ma vézô paket tî Israel enn he galoun, dré béhini in̄t pelléet diouz-in, évid heûlia hô holl idolou.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)聖書 (日本語)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBiblia TakatifuBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)

Study Lizher d'ar Romaned 1:28

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word Pictures
← Lizher d'ar Romaned 1:27Lizher d'ar Romaned 1Lizher d'ar Romaned 1:29 →