Niveroù 19:7
Ha neûzé goudé-holl, goudé béza gwalc’het hé ziḻad hag hé gorf, é tistrôi d’ar c’hamp, hag é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Ar bélek a daolô ivé enn tân a zevô ar vioc’h, koat sedr, ha sikadez, ha tané diou wéach livet.
Cross References
Leviticus 11:25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.
Leviticus 11:28Ha piou-bennâg a zougô gañou al loéned-zé, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez; râg ar ré-zé holl a zô dic’hlan d’é-hoc’h.
Leviticus 11:32Hag ar péz war béhini é vézô kouézet eunn dra eûz hô gañou, a vézô saotret, kenn eul léstr prenn pé eur gwiskaman̄t, kenn krec’hin ha saéou-reûn: ann holl listri é péré é réeur eunn dra, a vézô gwalc’het gan̄d dour, hag a choumô saotret bétég ar pardaez; ha goudé-zé é vézin̄t glanet.
Leviticus 11:40Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 15:5Ma laka eur ré hé zourn war hé wélé, é walc’hô hé ziḻad, ha goudé béza en em walc’het gan̄d dour, é vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 16:28Ha piou-bennâg en dévézô hô devet, a walc’hô hé ziḻad hag hé gig enn dour, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.