Leviegezh 4:35
Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ann tourz a lazeur évid ar péoc’h, é tevô anézhan̄ ével ézan̄s ann Aotrou war ann aoter; pédi a rai évit-han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distaolet d’ézhan̄. ———— V. PENNAD. Dic’haouidigez évit meûr a béc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 4:30Hag ar bélek a lakai eûz a c’hoad ar c’havr oud hé vîz; a daolô eûz anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hâg a skuḻô ann dilerc’h out trôad ann aoter.
Leviticus 5:10Ebén a zevô ével eur sakrifiz-losk; hag ar bélek a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.
Leviticus 6:7Hag ar bélek a bédô évit-han̄ dirâg ann Aotrou; ha kémen̄d droug en dévézô gréat ô péc’hi a vézô distolet d’ézhan̄.
Leviticus 12:8Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed: hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé. XIII. PENNAD. Lézen diwar-benn al lovren̄tez.
Leviticus 14:53Ha pa en dévézô laosket ar golvan béô da nija er parkéier, é pédô évid ann tî, hag é vézô glanet hervez al lézen.