The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 21

1Eur wéach Jézuz a zellé ouc’h ar ré binvidik péré a daolé hô alusennou er c’héf.

2Gwéloud a réaz ivé eunn in̄tan̄vez paour péhini a lékéaz daou bézig arc’hant enn-han̄.

3Hag é lavaraz: É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ann in̄tan̄vez paour-zé, é deûz lékéat muioc’h égéd ar ré all.

4Râg ar ré-zé holl hô deûz gréat rôou da Zoué diwar ar péz a founné d’ézho: hôgen hou-man̄ é deûz roed euz hé diénez kémen̄d é doa évid hé buézégez.

5O véza ma lavaré hiniennou d’ézhan̄ pénaoz ann templ a oa savet gan̄t mein kaer, ha kin̄klet gan̄t rôou pinvidik, é lavaraz d’ézhô:

6Don̄d a rai eunn amzer é péhini kémen̄d a wélit aman̄ a vézô disman̄tret, ha na joumô két méan war véan.

7Neuzé é réjon̄d ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄: Mestr, peûr é c’hoarvézô kémen̄t-sé, ha pé arwéz a vézô, pa zinésai ann traou-zé?

8Ha Jézuz a lavaraz: Likid évez na deûfé dén d’hô touella: râk kalz a zeûi em hanô, ô lavarout: Mé eo ar C’hrist; hag ann amzer a zô tôst: n’az it két’ta war hô lerc’h.

9Hôgen pa glevot komza eûz a vrézeliou, hag eûz a zispac’hiou, na spoun̄tit két. Réd eo é teûfé kémen̄t-sé da gen̄ta, hôgen na vézô két kerken̄t ann divez.

10Neûzé é lavaraz d’ézhô: Sével a rai pobl out pobl, ha rouan̄télez out rouan̄télez.

11Ha béz’ é vézô é meûr a léac’h krénou douar, ha bosennou, ha naounégézou, hag é vézô gwélet enn én̄v traou spoun̄tuz hag arwésiou direiz.

12Hôgen a-raog ann holl draou-zé é krogin̄d enn-hoc’h, hag éc’h heskinin̄t ac’hanoc’h, é kasin̄t ac’hanoc’h enn hô sinagogou hag er bac’hiou, ha dirâg ar rouéed hag ar rénerien, enn abek d’am hanô:

13Hag ann dra-zé a dalvézô d’é-hoc’h da desténi.

14Likid éta enn hô kalounou pénaoz na dléot két kouna araok é pé doaré é respoun̄tot.

15Râk rei a rinn va-unan d’é-hoc’h eur génou hag eur furnez out péhini hoc’h holl énébourien na hellin̄t két ôber penn, ha na hellin̄t kéd da zislavarout.

16Hôgen c’houi a vézô gwerzet gan̄d hô tûd, gan̄d hô preûdeûr, gand hô kéren̄t, gan̄d hô miñouned, ha lôd ac’hanoc’h a vézô kased d’ar marô:

17Ha c’houi a vézô kaséet gan̄d ann holl enn abek d’am hanô:

18Koulskoude na vézô két kollet eur vléven eûz hô penn.

19Enn hoc’h habasked é piaouot hoc’h énéou.

20Hôgen pa wélot eunn armé ô kelc’hia Jéruzalem, gwézit neûzé pénaoz eo tôst hé disman̄tr.

21Neûzé ar ré a vézô é Judéa, éan̄t war ar ménésiou: ar ré a vézô é kreiz ar vrô, r’az ain̄t-kuît: hag ar ré a vézô war hé drô, n’az ain̄t kéd enn-hi:

22Râk neuzé é vézô deisiou ar ven̄jan̄s, évit ma vézô sévénet kémen̄d a zô skrivet.

23Hôgen gwa ar c’hragez vrazez hag ar magérézed enn deisiou-zé. Râk braz é vézô ar gwask war ann douar, ha brâz ar vuanégez a gouézô war ar bobl-zé.

24Din̄dân dremm ar c’hlézé é kouézin̄t (G); hag é vézin̄t kased da sklaved enn holl vroiou; ha Jéruzalem a vézô faéet gan̄d ar boblou, bété ma vézô leûniet amzer ann dudou.

25Arwésiou a vézô enn héol, el loar hag er stéred; hag enn douar é vézo eunn en̄krez brâz é-touez ann dudou, gan̄d ann trouz a rai ar môr, hag hé goummou.

26Ann dûd a zizec’ho gan̄d ar spoun̄t, é gortoz eûz ar péz a dlé c’hoarvézout gan̄d ar béd holl. Râk nersou ann én̄vou a vézô kéflusket:

27Ha neûzé é wélin̄t Mâb ann dén ô ton̄d war eur goabren gan̄d eur galloud hag eur veûrdez vrâz.

28Hôgen pa zeûiô kémen̄t-sé, savid ho taou-lagad ha sellid a ziouc’h d’é-hoc’h; râg hô tasprénidigez a zô tôst.

29Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô ann hévélébédigez-man̄: Sellid ouc’h ar wézen fiez, hag oud ar gwez all:

30Hôgen pa rôon̄d hô frouez, é ouzoc’h penaoz é tôsta ann han̄v.

31Ével-sé ivé c’houi pa wélot kémen̄t-sé ô c’hoarvézout, gwézit pénaoz eo tôst rouan̄télez Doué.

32É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na dréménô kéd ar wenn-man̄, kén na vézô sévénet kémen̄t-sé.

33Ann én̄v hag ann douar a dréménô; hôgen va geriou na dréménin̄t két.

34Likid éta évez ouz-hoc’h, gan̄d aoun na zeufé hô kalounou da bounnéraat, gan̄d al lontégez hag ar vézven̄ti, ha gan̄t préderiou ar vuez-man̄; ha na zeûfé ann deiz-zé enn-eunn-taol évid hô souéza:

35Râk don̄d a rai ével rouéjou da strôba kémen̄d hini a zô war ann douar holl.

36Choumid dihun éta, ha pédit bépréd, évit ma viot kavet dellézek da dec’houd diouc’h ann holl draou-zé péré a dlé c’hoarvézout, ha da zével dirâk Mâb ann dén.

37Hôgen é-pâd ann deiz é kélenné Jézuz enn templ; ha pa zeûé ann nôz éz ea er-méaz hag en em denné war eur ménez hanvet Olived.

38Hag ann holl bobl a iéa min̄tin mâd enn templ évid hé zélaoui. ———— XXII. PENNAD.

← Aviel Lukaz 20Read In The App, Free →Aviel Lukaz 22 →

Study Aviel Lukaz 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324