Aviel Lukaz 21:25
Arwésiou a vézô enn héol, el loar hag er stéred; hag enn douar é vézo eunn en̄krez brâz é-touez ann dudou, gan̄d ann trouz a rai ar môr, hag hé goummou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 46:3Trouz hô deûz gréat hé zouréier, hag in̄t bét héjet; ar ménésiou a zô bét horellet gan̄d hé ners brâz.
Isaiah 5:30Hag hén̄ en em daolô war Israel enn deiz-zé gan̄t garmou hén̄vel out trouz ar môr; oud ann douar é sellimp, ha na wélimp némét tévalien ha glac’har, ha na vézô goulou é-béd enn eunn dévalien ker brâz. ———— VI. PENNAD. Isaias a wél Doué enn hé c’hloar.
Isaiah 13:13Dreist-sé é horellinn ann én̄v; hag ann douar a fin̄vô eûz hé léac’h, enn abek da zroug Aotrou ann arméou, hag enn abek da zeiz hé vuanégez hag hé frouden.
Jeremiah 4:23Sellet em eûz oud ann douar, ha chétu é oa hén̄ goullô, ha dizoaré; hag oud ann én̄vou, ha na oa két a c’houlou enn-hô.
Daniel 12:1Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl: hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.