Aviel Lukaz 21:6
Don̄d a rai eunn amzer é péhini kémen̄d a wélit aman̄ a vézô disman̄tret, ha na joumô két méan war véan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 7:11Hag hî a fellé d’ézho enn hô méz iac’haat gouliou merc’h va fobl, ô lavarout: Péoc’h, péoc’h; pa na oa két a béoc’h,
Jeremiah 26:9C’houi éta, na zélaouit két hô proféded, nag hô tiouganérien, nag hoc’h huvréérien, nag hô kelc’hiérien, nag hô strobinellérien, péré a lavar d’é-hoc’h: Na gouézot két dindan béli roué Babilon.
Lamentations 2:6Diskaret en deûz hé delt ével eur c’harz; freûzet en deûz hé dabernakl. Ann Aotrou en deûz lékéat enn an̄kounac’h é Sion ar gwéliou hag ann deisiou sabbat; lékéat en deûz ar roué hag ar bélek é dismégan̄s hag é buanégez hé frouden. ZAÏN.
Lamentations 5:18O véza ma eo bét dispennet ménez Sion, ha ma réd al lern dré-z-han̄.
Daniel 9:26Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.