Aviel Lukaz 7:38
Hag oc’h en em zerc’hel a-dren̄ d’ézhan̄ hag ouc’h hé dreid, é téraouaz doura hé dreid gan̄d hé daélou, hag é sec’hé anézhô gan̄t bléô hé fenn, hag ô poki d’ézhô, é taolé al louzou c’houés-vâd war-n-ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 2:4Ha pa lavaré Éal ann Aotrou ar c’homziou-zé da holl vugalé Israel, é savchon̄t-hî hô mouéz enn eur wéla.
Psalms 6:6Skuizet ounn bét ô keina; gwalc’hi a rinn bép nôz va gwélé ô wéla; glébia a rinn va fléd gan̄d va daérou.
Psalms 51:17Eur spéred keûziek a zô eur sakrifiz hétuz da Zoué: na zisprizit két, ô Doué, eur galoun keûziek ha vuel.
Ecclesiastes 9:8Bézet gwenn da ziḻad é péb amzer, ha na ziouéret két ann éôl war da benn.
Isaiah 57:9Râk-sé ar varnédigez a bella diouz-omp, hag ar reizded na hell két hon tizout; ar goulou a c’hortozomp, ha chétu ann dévalien; ar skéd, hag é valéomp enn amc’houlou.
Jeremiah 31:9Ha mé a brénaz digan̄d Hanaméel, mâb va éon̄tr, ar park a ioa é Anatot; hag é rôiz d’ézhan̄ ann arc’han̄t diouch ar poéz, seiz sikl, ha dék péz arc’han̄t.