Niveroù 8:12
Al Lévited a lakai ivé hô daouarn war benn ann éjenned, a béré é kennigi unan évid ar péc’hed, hag égilé evid eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou, évid ma pédi évit-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 5:7Hôgen ma na hell két kenniga eûz hé dropel, kenniget d’ann Aotrou diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar péc’hed, hag ébén ével eur c’hennig-losk.
Leviticus 8:14Kenniga a réaz ivé eul leûé évid ar péc’hed; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn al leûé,
Leviticus 8:18Kenniga a réaz ivé eunn tourz é sakrifiz-losk; ha goudé m’hô dôé Aaron hag hé vipien lékéad hô daouarn war benn ann tourz,
Leviticus 9:7Hag hén̄ a lavaraz da Aaron: Tôsta oud ann aoter, ha lâz évid da béc’hed; kennig eur sakrifiz-losk, ha péd évid-od hag évid ar bobl; ha p’az pézô lazet ann hostiv évid ar bobl, péd évit-han̄, ével m’en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.