The Bible Software
Lizher d'ar Filipidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Filipidi 3

1A-hen̄d-all, va breûdeûr, en em laouénait enn Aotrou. Né kéd doaniuz d’in, ha talvouduz eo d’é-hoc’h é skrifenn d’é-hoc’h ann hévélep traou.

2Tec’hid diouc’h ar châs, tec’hid diouc’h ann droug-ôbérourien, tec’hid diouc’h ann trouc’h.

3Râk ni a zô ann trô-drouc’h, nî péré a zervich Doué a spéred, hag en em veûl é Jézuz-Krist, ha nann ô fisiout er c’hîk.

4Né két na helfenn kaout fisian̄s er c’hîk; ha ma hell eur ré fisioud er c’hîk, é hellann c’hoaz hé ôber muioc’h;

5Pa ounn bét enwadet ann eizved derve z, pa ounn eûz a wenn Israel, eûz a vreûriez Ben̄jamin, Hébré ganet euz a Hébréed, hervez al lézen Farizian,

6Hervez ar gen̄damouez, heskiner Iliz Doué, hervez ar wirionez, a zô el lézen, ô véza rénet eur vuez didamall.

7Hôgen ar péz a zellenn neûzé ével eur gounid, em eûz sellet ével eur c’holl enn abek d’ar C’hrist.

8Ouc’h-penn é vennann pénaoz pép-trâ a zô eur c’holl é-skoaz ann anaoudégez huel euz a Jézuz-Krist hon Aotrou, évit péhini em eûz diouéret pép-trâ, oc’h hé zellout ével teil, évit ma c’hounézfenn ar C’hrist,

9Hag é vijenn kavet enn-han̄, nann ô kaout va gwirionez va-unan, péhini a zeû eûz al lézen, hôgen ann hini a zeû eûz ar feiz é Jézuz-Krist, ar wirionez a zeû eûz a Zoué dré ar feiz;

10Ha ma anavézinn anézhan̄, ha ners hé zazorc’hidigez, hag al lôd enn hé c’hloasiou, ô véza hévélébékéet oud hé varô:

11Évit ma hellinn enn-divez tizoud dazorc’hidigez ar ré varô.

12Né kéd em bé a-vréma digéméret ar péz a c’hédann, pé é venn klôk a-vréma: hôgen da heul éz ann, évit ma hellinn tizout ar péz évit péhini ounn bét kéméret gant Jézuz-Krist.

13Va breûdeûr, na vennann két em bé tizet. Hôgen ar péz a rann bréma eo, goudé béza an̄kounac’héet ar péz a zô war va lerc’h, hag ô tiarbenna ar péz a zô em raok,

14É rédann étrézék penn ann dachen, évit gounid ar gôbr eûz a c’halvédigez huel Doué é Jézuz-Krist.

15Mar d-omp éta klôk, ra vennimp ével-sé: ha ma vennit enn eunn doaré all, Doué a ziskleriô d’é-hoc’h ar péz a dléid da gridi.

16Hôgen é-kenver ar péz a ouzomp a-vréma, hor bézet ann hévélep ménosiou, ha choumomp enn hévélep reiz.

17Grîd ével-d-oun, va breûdeûr, ha sellid oud ar ré a gerz hervez ar skouér hoc’h eûz gwélet enn-omp.

18Râk kalz a zô, eûz a béré em euz aliez komzed d’é-hoc’h, hag eûz a béré é komzann c’hoaz bréma enn eur wéla, hag a gerz ével énébourien da groaz ar C’hrist;

19Péré hô dévézô da zivez ar marô péur-baduz; péré a râ hô Doué eûz hô c’hôv; a laka hô gloar enn hô méz, ha na venn némét traou ann douar,

20Hôgen évid-omp-ni hon tî a zô enn en̄vou; hag ac’hanô eo ivé é c’hédomp hor Salver, hon Aotrou Jézuz-Krist.

21Péhini a gemmô hor c’horf disléber, évid hé lakaad da véza hén̄vel oud hé gorf leûn a c’hloar, dré ann obéridigez nerzuz gan̄t péhini é hell lakaat pép-trâ da bléga d’ézhan̄. ———— IV. PENNAD.

← Lizher d'ar Filipidi 2Read In The App, Free →Lizher d'ar Filipidi 4 →

Study Lizher d'ar Filipidi 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234