Kentañ Levr Shmouel 2
1Élimélek, pried Noémi, a ioa kar da eunn dén galloudek ha pinvidik-brâz, hanvet Booz.
2Ha Ruth, ar Voabitez, a lavaraz d’hé mamm-gaer: Mar gourc’hémennez d’in, éz inn d’ar park hag é tastuminn ann tamouézennou a choumô war-lerc’h ar véderien, é kémen̄t léac’h ma kavinn digémer mâd digan̄d ar penn-tiégez. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi: kéa, va merc’h.
3Mon̄d a réaz éta, hag é pennaoué war-lerc’h ar véderien. C’hoarvézoud a réaz pénaoz ar park-zé en dôa da aotrou unan eûz a géren̄t Élimélek hanvet Booz.
4Ha chétu hé-man̄ a zeûé eûz a Vétléhem hag a lavaraz d’ar véderien: Ann Aotrou ra vézô gan-é-hoc’h. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Ra vézi benniget gan̄d ann Aotrou.
5Ha Booz a lavaraz d’ar paotr-iaouan̄k a ioa é penn ar véderien: Da biou eo ar plac’h-iaouan̄k-zé?
6Hag hén̄ a lavaraz: Eur Voabitez eo hag a zô deûet gan̄t Noémi eûz a vrô ar Voabited.
7Goulennet é deûz heûlia ar véderien ha dastumi ann tamouézennou a choumô enn hô dilerc’h: hag abaoué goulou-deiz bété vréma éma er park, héb béza distroed d’ar géar pennad é-béd.
8Ha Booz a lavaraz da Ruth: Né d-â két enn eur park all da bennaoui, na né d-â két kuit ac’hann: hôgen en em laka kévret gan̄t va merc’hed,
9Hag heûḻ ar véderien. Râk gourc’hémennet em eûz d’am faotred né rôjé hini drouk d’id: ha ma éc’h eûz séc’hed, kéa da gaoud ar pôdou, hag év eûz ann dour a év va faotred.
10Ruth oc’h en em deûrel war hé génou hag ô pidi war hé daoulin, a lavaraz d’ézhan̄: A bétrâ é teû kémen̄t-sé d’in, ma kavann digémer mâd digan-éz, hag é teûez d’am anaout, ha mé maouez divrôet?
11Ha Booz a lavaraz d’ézhi: Klévet am eûz kémen̄d éc’h eûz gréat é-kén̄ver da vamm-gaer goudé marô da bried; ha pénaoz éc’h eûz kuitéet da géren̄t hag ann douar é péhini oud ganet, hag oud deûet é-touez tûd ha na anavézez két ken̄t.
12Ra zistolô ann Aotrou war-n-oud ar mâd éc’h eûz gréat, ha ra rôi ann Aotrou, Doué Israel, eur gôbr ar brasa d’id, pa oud deûet d’hé gavout, ha d’en em deûrel dindân he ziou-askel.
13Hag hî a lavaraz: Digémer mâd em eûz kavet dirâg da zaoulagad, va aotrou; va dic’hlac’haret éc’h eûz, ha komzet ec’h eûz out kaloun da vatez, pétrâ-bennâg n’ounn két hén̄vel oud unan eûz da blac’hed.
14Ha Booz a lavaraz dézhi: Pa vézô préd dibri, deûz aman̄ ha debr bara, ha soub da damm er gwin-égr. Azéza a réaz éta é-kichen ar véderien: kéméroud a réaz iôd évit-hi, dibri a réaz hé gwalc’h hag é tastumaz ann tammou a choumaz a zilerc’h. (T).
15Neûzé é savaz ac’hanô da zastumi a-névez pennou éd. Hôgen Booz a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, ô lavarout: Ha pa c’hoan̄tafé-hi médi gan-é-hoc’h, na virit két out-hi:
16Taolit zô-kén a-zévri lôd eûz hô malanou, ha stlapit-hô war hô lerc’h, évit m’hô dastumô hép kaout méz hag héb béza tamallet gan̄d dén.
17Pennaoui a réaz éta er park bétég ar pardaez; hag ô véza dournet gan̄d eur walen ar pennou éd é dôa dastumet, é kavaz a heiz war-drô ar ven̄t eûz a eunn éfi, da lavaroud eo, tri astellad.
18Hô c’hémérout a réaz hag é tistrôaz é kéar, hag hô diskouézaz d’hé mamm-gaer: kenniga a réaz ivé hag é rôaz d’ézhi ar péz a oa choumet eûz hé boéd goudé ma é dôa debret hé gwalc’h.
19Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi: É péléac’h éc’h eûz-té pennaouet hiriô, hag é péléac’h éc’h eûz-té labouret? Ra vezô benniget ann hini en deûz bét truez ouz-id. Ha Ruth a rôaz da anaoud d’ézhi é tî piou é dôa labouret, hag é lavaraz pénaoz ann dén-zé a oa hanvet Booz.
20Ha Noémi a lavaraz d’ézhi: Ra vézô benniget gan̄d ann Aotrou; râk mired en deûz ann hévélep trugarez é-kén̄ver ar ré varô, ével m’en dôa bét é-kén̄ver ar ré véo. Hag hî a lavaraz c’hoaz: Ann dén-zé a zô kâr d’é-omp.
21Kémennet en deûz c’hôaz din, émé Ruth, da zon̄t da gaout ar véderien, kén na vézô médet hé holl éd.
22Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi: Gwell eo d’id, va merc’h, mon̄d da védi gan̄d hé blac’hed, gan̄d aoun na rajé unan-bennâg drouk d’id enn eur park all. 28 Don̄t a réaz éta gan̄t plac’hed Booz; hag éz éaz da védi gan̄t-hô, kén na oé dastumet ann heiz hag ar gwiniz er zoliérou. ———— III. PENNAD. Ruth a ia da gouska oud treid Booz.