Kentañ Levr Shmouel 4
1Booz a biñaz éta da borz-kéar hag a azézaz énô. Ha pa wélaz ô von̄d é-biou ann dén-zé, kar da Ruth, eûz a béhini hon eûz komzet ama araok, é lavaraz d’ézhan̄, oc’h hé c’hervel dré hé hanô: Distrô eunn nébeût hag azez aman̄. Hag hén̄ a zistrôaz hag a azézaz.
2Ha Booz ô kémérout dék dén eûz a hénaoured kéar, a lavaraz d’ézhô: Azézit aman̄.
3Pa oé azézet ar ré-man̄, é komzaz ével-henn oud hé gâr: Noémi, péhini a zô distrôet eûz a vrô ar Voabited, a werzô lôd eûz a bark Élimélek hor breûr:
4Falvézet eo bét d’in é klefchez kémen̄t-sé, ha c’hoan̄t am eûz bét (T) hé lavaroud d’id dirâg ar ré holl a zô azézet aman̄, hag a zô hénaoured va fobl. Mar fell d’id kaout ar park-zé dré ar gwîr a géren̄tiez, prén-hén̄, ha dalc’h-hén̄. Hôgen ma na fell két d’id, lavar-hén̄ d’in, évit ma wézinn pétrâ a dléann da ôber; râk n’eûz kâr all é-béd néméd-oud, péhini eo ann nésa, ha mé, péhini eo ann eil. Hag hén̄ a lavaraz: Mé a brénô ar park.
5Ha Booz a lavaraz d’ézhan̄: P’az pézô prénet ar park eûz a zourn Noémi, e ran̄ki ivé kémérout Ruth, ar Voabitez, péhini a zô bét grég ann hini marô, évit ma tigasi a-névez hanô da gâr enn hé zigwéz.
6Hag hé-man̄ a lavaraz: Ar gwîr a géren̄tiez a zilézann; râk na dléann két mouga nésted va c’héren̄tiez. Kémer va gwîr, té, ar gwîr a zilézann a-galoun-vâd.
7Hôgen eur c’hiz kôz é oa enn Israel é-touez ar géren̄t, pénaoz ma tilezé unan-bennâg hé wîr da euun all, évit ma vijé stard ann dilez, é tenné ann dén hé votez évid hé rei d’hé gâr: houn-nez é oa ann désténi eûz ann dilez enn Israel.
8Booz a lavaraz éta d’hé gâr: Tenn da votez. Hag hén̄ hé zennaz râk-tâl eûz hé droad.
9Ha Booz ô komza oud ann hénaoured hag oud ann holl: Testou oc’h, émé-z-han̄, hiriô, pénaoz kémen̄d a zô bét da Élimélek, ha da C’hélion, ha da Vahalon a zô d’in, pa em eûz hé brénet digan̄t Noémi.
10Ha pénaoz é kémérann da c’hrég Ruth, ar Voabitez, grég Mahalon, évit ma tigasinn a-névez hanô ann hini a zô marô enn hé zigwéz, gan̄d aoun na vé kollet hé hanô enn hé diégez, é-touez hé vreûdeûr hag hé bobl. C’houi, émé-vé, a zô testou eûz a gémen̄t-man̄.
11Ann holl hobl a ioa out porz-kéar, hag ann hénaoured a lavaraz: Nî a zô testou. Ra lakai ann Aotrou ar c’hrég-man̄, péhini a ia enn da dî, hén̄vel out Rachel ha Lia, péré hô deûz savet ti Israel, évit ma vézô eur skouér a furnez enn Éfrata, ha ma é dévezô eunn hanô kaer é Bétléhem.
12Ra zeûio ivé da dî, ével ti Farez, péhini a c’hanaz Tamar da Juda, gan̄d ar wenn a rôi ann Aotrou d’id dioud ar plac’h-iaouan̄k-man̄.
13Booz a géméraz éta Ruth hag a zimézaz gan̄t-hi: mon̄d a réaz d’hé c’havout, hag ann Aotrou hé lékéaz da en̄géhen̄ta ha da c’hénel eur mâb.
14Hag ar gragez a lavaraz da Noémi: Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini ne két fellet d’ezhan̄ é vé da diégez hép nésted, nag é vé kollet hé hanô enn Israel:
15Évit m’az pézô eur mâb da zic’hlac’hari da galoun, ha da vaga da gôzni: râg ganet eo gan̄d da verc’h-kaer, péhini az kâr; ha kalz gwelloc’h eo d’id égét m’az pé seiz mâb.
16Ha Noémi ô véza kéméret ar bugel, hél lékéaz war hé barlen; ha né oa némét-hi oc’h hé vaga hag oc’h hé zougen.
17Ar gragez hé amézégézed en em laouénéé gan̄t-hi, ô lavarout: Eur mâb a zô ganet da Noémi: hag hî a c’halvaz anézhan̄ Obed: hen-nez a oé tâd Isai, tâd David.
18Chétu aman̄ nésted Farez: Farez a oé tâd Esron (T);
19Esron a oé tâd Aram; Aram a oé tad Aminadab (T);
20Aminadab a oé tâd Nahason; Nahason a oé tâd Salmon (T);
21Salmon a oé tâd Booz; Booz a oé tâd Obed (T);
22Obed a oe tâd Isai; Isai a oé tâd David. (T). ————