The Bible Software
Lizher kentañ d'an Desalonikidi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher kentañ d'an Desalonikidi 3

1Ével-sé ô véza na hellemp mui choum hép kelou ac’hanoc’h, eo bét gwell gan-én̄ choum va-unan é Aténaz:

2Hag em eûz kaset d’é-hoc’h Timotéuz, hor breûr ha bélek Doué é Aviel ar C’hrist, évit rei ners d’é-hoc’h hag évid hoc’h erbédi da choum stard enn hô feiz:

3Évit na vézo saouzanet dén gan̄d ann heskinou a c’hoarvez gan-é-omp: râk c’houi a oar pénaoz eo da gémen̄t-sé omp ton̄ket.

4Râk pa édomp c’hoaz enn hô touez, é tiouganemp d’é-hoc’h pénaoz hor bijé en̄krézou da c’houzan̄vi, ével ma hon eûz bét, ha ma ouzoc’h.

5Hag ô véza na hellenn mui gortozi, em eûz hé gaset d’é-hoc’h évid anaoud hô feiz: gan̄d aoun n’en défé ann tempter hô temptet, ha lékéad hol labour da véza difrouez.

6Hôgen bréma pa eo distrôet Timotéuz, goudé béza bét oc’h hô kwélout, ha béza komzet d’é-omp eûz hô feiz hag eûz hô karan̄tez; goudé béza lavaret pénaoz hoc’h eûz bépréd eur c’houn mâd ac’hanomp, gan̄d eur c’hoan̄t brâz d’hor gwélout, ével ma hon eûz ivé c’hoan̄t d’hô kwélout;

7Dré-zé, va breûdeûr, é kavomp enn-hoc’h hon dizoan, é pép ézomm hag é pép glac’har, dré hô feiz;

8Râk béva a réomp bréma, mar choumit stard enn Aotrou.

9Hôgen pénaoz é hellimp ni trugarékaad Doué évid-hoc’h, évid ann holl lévénez gan̄t péhini omp laouen enn abek d’é-hoc’h dirâg hon Doué.

10Néméd oc’h hé bidi nôz-deiz mui-oc’h-vui, évit ma hellimp hô kwélout, ha peûr-rei d’é-hoc’h ar péz a ziouer d’hô feiz.

11Pidi a rann éta Doué hon Tâd, hag hon Aotrou Jézuz-Krist, da hin̄cha ac’hanomp étrézég enn-hoc’h.

12Ra baottô ann Aotrou ac’hanoc’h, ha ra lakai da greski hô karan̄tez ann eil évid égilé, hag é kén̄ver ann holl, é-c’hîz ma réomp-ni enn hô kén̄ver.

13Ra grévai hô kalounou, oc’h hô lakaad da véza didamall dré ar zan̄télez, dirâk Doué hon Tâd, é donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist gan̄d hé holl zen̄t. Amen. ———— IV. PENNAD.

← Lizher kentañ d'an Desalonikidi 2Read In The App, Free →Lizher kentañ d'an Desalonikidi 4 →

Study Lizher kentañ d'an Desalonikidi 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345