Levr Yehezkel 14:10
Hag hî a zougô hô fallagriez. Ével ma eo fallagriez ar goulenner, ével-sé ivé é vézô fallagriez ar profed:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 13:1Pa en dévézô bévézet ann Aotrou da Zoué ar brôadou, douar péré a dlé da rei d’id, p’az pézô hé berc’hennet, ha pa choumi enn hô c’heriou hag enn hô ziez;
Jeremiah 6:14Hag hî a louzaoué gouli merc’h va fobl gan̄t mézégez, ô lavarout: Péoc’h, péoc’h; ha na oa két a béoc’h.
Jeremiah 14:15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
Ezekiel 14:7Râk piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi névez trôet gan̄t tûd Israel, a vézô pelléet diouz-in, en dévézô lékéat hé idolou enn hé galoun, en dévézô startéet hé wall fallagriez a-éneb hé zremm, hag a zeûi da gavout ar profed évid ôber eur goulenn digan-én̄ dré-z-han̄; mé ann Aotrou a respoun̄tô d’ézhan̄ dré-z-oun va-unan.
Ezekiel 23:49Hag hî a lakai da gouéza hô kwall war-n-hoc’h; hag é tougod péc’héjou hoc’h idolou; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué. ———— XXIV. PENNAD Marô grég Ézékiel. Difenned eo d’ézhan̄ ôber kaon̄.