Levr Yehezkel 20:3
Mâb dén, komz out hénaoured Israel, ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ha n’oc’h két deûet c’houi évid ôber goulennou digan-én̄? Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
4Mar barnez anézhô, mâb dén, mar barnez anézhô; diskouéz d’ézhô argarzidigézou hô zadou.
Cross References
1 Samuel 28:6Akis a c’halvaz éta David hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével ma eo béô ann Aotrou, té a zô reiz ha mâd dira-z-oun, ha p’az éz ha pa zeûez gan-én̄ er c’hamp: ha n’em eûz kavet abek é-béd enn-oud, adaleg ann deiz ma oud deûet d’am c’havout bétég ann deiz-man̄: hôgen na blijez ket d’ar brin̄sed.
Proverbs 15:8Viktimou ar ré fallagr a vézô argarzuz d’ann Aotrou; gwéstlou ar ré reiz a vézô hétuz d’ézhan̄.
Proverbs 28:9Néb a zistrô hé skouarn évit na glevô két al lézen, é vézô argarzuz hé béden.
Isaiah 1:15Pa astennod hô taouarn, é tistroinn va daoulagad diouz-hoc’h: ha pa baottod hô pédennou, na zélaouinn kéd ouz-hoc’h; râg hô taouarn a zô leûn a c’hoad.
Ezekiel 14:1Neûzé lôd eûz a hénaoured Israel a zeûaz d’am c’havout, hag a azézaz dira-z-oun.
Ezekiel 14:7Râk piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi névez trôet gan̄t tûd Israel, a vézô pelléet diouz-in, en dévézô lékéat hé idolou enn hé galoun, en dévézô startéet hé wall fallagriez a-éneb hé zremm, hag a zeûi da gavout ar profed évid ôber eur goulenn digan-én̄ dré-z-han̄; mé ann Aotrou a respoun̄tô d’ézhan̄ dré-z-oun va-unan.