Levr Yehezkel 22:3
Diskouéza a ri d’ézhi hé holl argarzidigézou, hag é liviri: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Houn-nez eo ar géar a skuḻ ar goâd enn hé c’hreiz, évit ma teui hé amzer; hag é deûz gréat idolou enn hé éneb hé-unan, évid en em zaotra.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ha té, mâb dén, ha na varni-dé két, ha na varni-dé két ar géar a c’hoad?
Cross References
Isaiah 1:21Pénaoz ar géar féal, ha leûn a reizded ef-hi deûet da véza eur plac’h fall? Ar reizded a choumé enn-hî; hôgen bréma al lazerien.
Ezekiel 7:2Ha té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué douar Israel: Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez war bévar c’horn ann douar.
Ezekiel 22:4En em wallet oud, gan̄d ar goâd éch eûz skuḻet; en em zaotret oud, gan̄d ann idolou éc’h eûz gréat; ha té éc’h eûz tôstéet da zeisiou, hag éc’h eûz hastet amzer da vloavésiou; râk-sé em eûz da rôet da zismégan̄s d’ar brôadou, ha da c’hoapérez d’ann holl vrôiou.
Ezekiel 22:27Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.