Levr Yehezkel 22:4
En em wallet oud, gan̄d ar goâd éch eûz skuḻet; en em zaotret oud, gan̄d ann idolou éc’h eûz gréat; ha té éc’h eûz tôstéet da zeisiou, hag éc’h eûz hastet amzer da vloavésiou; râk-sé em eûz da rôet da zismégan̄s d’ar brôadou, ha da c’hoapérez d’ann holl vrôiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 32:14Ha chétu c’houi, émé Moizez, a zâv é léac’h hô tadou, ével bugalé ha diskibled tûd a béc’hed, évit kreski c’hoaz buanégez ann Aotrou a-éneb Israel.
Psalms 44:13Da zismégan̄s éc’h eûz hol lékéat dirâg hon amézéien, ha da gunuc’hen ha da c’hoapérez d’ar ré a zô war hon trô.
Psalms 89:41Ar ré holl a dréméné dré ann hen̄t hô deûz hé wastet; deûet eo da vézégez d’hé amézéien.
Jeremiah 24:9Chétu mé a gasô, hag a gémérô holl vrôadou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou, ha Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; ha mé hô digasô a-éneb ann douar-man̄, hag a-eneb ar ré a choum enn-hañ, hag a-éneb ann holl vrôadou a zô war hé drô; ha mé hô lazô, hag hô lakai da spoun̄t, ha da zorc’hen, ha da eunn distrô peur-baduz.